Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/907

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
899
buez ann tad maner

kendalc’het ho-unan d’ober misïonou gant frouez puill ha paduz. Mes, daoust d’ann traou souezuz a c’hoarveze ganthan hag enn dro d’ezhan, hen en em izelea muioc’h mui dirak Doue hag ar re o doa galloud varnezhan. Paouez a ra da labourat raktal m’eo kemennet d’ezhan, o tigemeret he glenvejou hag he holl boaniou a greis kaloun evit plijout da Zoue. D’eunn tad a ioa souezet ouz he velet o c’houzanv heb en em glemm, e lavare : « Va lezit gant kroaz va Zalver ; e koumpagnunez vad emaoun. »

Goude beza prezeget dre bevar c’horn Breiz, ha roet e peb leac’h ar skuer euz ar c’haera vertuziou, e varvaz evel eur zant, e parrez Plevin, a ioa neuze ouz eskopti Kemper, d’ann 28 a viz genver 1683, oajet a zeitek vloaz ha tri-ugent. Ne oufen ket lavaret pegement a geuz a oue d'ann Tad Maner. Dont a reat da bardouna d'al leac’h m’oa beziet, e Plevin, hag eunn niver braz a viraklou a greskaz buhan ar fizianz o doa Breiziz ennhan. Bepret e kendalc’h da rei merkou euz ar c’halloud en deuz dirak Doue, hag enn deiz hirio c’hoaz kalz tud a lavar beza dleourien d'ezhan euz a c’hrasou braz bet digant Doue. He galoun digaset da Gemper a virer ato e iliz ar skolaj a ioa neuze d’ann tadou Jezuisted ; hag eno ive ne baouez da zelaou peden ar re a c’houlen sikour diganthan.

Er bloaz 1875, ann Iliz Santel e deuz diskleiriet oa ann Tad Maner din a veuleudi, hag abarz pell amzer e vezo marteze anavezet evel den euruz.



————
Brest. Imprimerie A. Dumont, rue Kléber, 11.