Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/91

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2 a C’houevrer
83
purifikasion ar verc’hez



ann eil devez a viz c’houevrer


PURIFIKASION AR VERC’HEZ VARI HAG AR MABIG JEZUZ KASET D’ANN TEMPL
————
(Ar gouel-ma a zo hanvet ive gouel ar Chandelour)


Hervez lezenn ar Iuzevien guech all, ar gragez a dlie mont d’en em burifia d’ann templ eur pennad goude beza lakeat eur c’hrouadur bennag er bed. Ar re anezho a ioa pinvidik a roe eunn oan bloaz hag eur goulm pe eunn durzunell evit beza kinniget e sakrifis da Zoue. Ar re n’oant ket pinvidik a roe diou goulm pe ziou durzunell, da lavaret eo, eur goulm pe eunn durzunell muioc’h e plas ann oan. Neuze ar belek a bede evitho, ha goudeze e c’hellent distrei da veva etouez ann dud evel diagent.

Al lezenn-ma n’oa ket great evit ar Verc’hez Vari, p’e guir oa deuet da veza mamm heb koll tamm euz he guerc’hded. Evelato e falvezaz d’ezhi ober evel ar merc’hed all, ha d’ar mare merket ez eaz d’ann templ gant eur c’houblad turzunelled; rak n’e devoa ket a be a dra da gaout eunn oan.