Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/93

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 a C’houevrer
85
santez jenovefa, guerc’hez


D’ar mare-ze ez oa c’hoaz e Jerusalem eunn intanvez santel, he hano Anna. Ann intanvez-ma a ioa oajet a bevar bloaz ha pevar-ugent, ha ne denne penn euz ann templ. Na noz, na deiz, ne ehane da bedi, ha iun a rea bemdez. Ar vaouez-se a anavezaz ive ar Mabik Jezuz evit he Zalver p’edo Mari ha Joseph o tont ganthan d’ann templ, ha goudeze e komze anezhan da gement hini a ioa o c’hortoz donedigez ar Mesias.


SONJIT ERVAD

Da genver ann deiz-ma e vez benniget ar goulou gant solanite araok ann offerenn bred. Hogen, ar goulou-ze a verk Jezuz-Krist, sklerijenn ar bed. Enn eur c’houlaouenn ez euz tri zra : ar c’hoar, ar vouchenn hag ar flamm, pa vez var elum. « Mad, eme zant Anselm, ar c’hoar, great gant ar guenan (ar guenan azo loanedigou guerc’h), a verk korf hor Zalver, ganet euz ar Verc’hez Vari; ar vouchenn a verk he ene, hag ar flamm a zao enn ear da rei sklerijenn a verk he zivinite. »

Ar goulou-ze a vez douget var elum epad ar prosesion, epad ann aviel, hag azalek ar gorreou betek kommunion ar belek.

Epad ar prosesion, e tigasont da zonj d’eomp eo Jezuz-Krist ann Hent, anp hent n’euz nemethan hag a c’hellfe hor c’has d’ar baradoz, hag a dleomp da heul dindan boan d’en em goll da viken.

Epad ann aviel, e verkont eo Jezuz-Krist ar Virionez, ar virionez ne laka den da fazia hag a dleomp da gredi ha da zelaou dindan boan da veza touellet gant gevier ha kenteliou faoz ar bed.

Erfin, azalek ar gorreou betek kommunion ar belek, e tigasont da zonj deomp eo Jezuz-Krist ar Vuez, ann hini a zo diskennet euz ann env evit rei d’eomp buez ar c’hras er bed-ma ha buez ar c’hloar er bed all. Hogen, buez ar c’hras a dleomp da vaga ennomp dreist peb tra dre ar gommunion. Sakramant ann aoter a zalc’ho ann tan euz a garantez Doue bepred var elum enn hor c’haloun evel ar flamm er goulou benniget.





ann trede devez a viz c’houevrer


SANTEZ JENOVEFA, GUERC’HEZ
————


Jenovefa a ioa ganet e Nanteer, teir leo dioc’h Paris. Iaouankik-flamm oa c’hoaz, mes dija devot evel eunn eal, p’en em gavaz sant Jermen, eskop Aoser, da dremen dre eno enn eur vont da Vro-Zaoz. Ar Zant he