Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/99

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 a C’houevrer
91
santez agatha, guerc’hez ha merzerez

hag heb dale e teuaz a benn da ober adarre mignouned euz ar re a ioa kasouni etrezho.

Trizek vloaz a ioa ma laboure evel eur pastor mad ha karantezuz evit silvidigez ann eneou a ioa fiziet ennhan pa glanvaz da noz ar pelgent er bloaz 1372, ha d’ar c’houec’h a viz genver varlerc’h e varvaz leun a veritou d’ann oad a zek vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Mamm Andre Korsin a c’hounezaz he mab da Zoue enn eur gomz outhan dre gaer, enn eur rei d’ezhan da anaout, dresik ha kempennik, e devoa he voestlet d’ar Verc’hez araok m’oa ganet zoken. Ma vije eat d’ezhan dre zrouk, ma n’e devije laosket varnhan nemed malloziou ha goall bedennou, ha great e devije-hi eur zant anezhan? Tadou ha mammou, mar oc’h euz bugale dizuj ha direol, kelennit anezho gant karantez hag heb ober re a drouz, klaskit ann hent da vont d’ho c’haloun ha dreist peb tra pedit evitho ; evelse, abred pe zivezad, o pezo ann eur d’ho guelet o tistrei var ann hent mad evel sant Andre Korsin.





ar pemped devez a viz c’houevrer


SANTEZ AGATHA, GUERC’HEZ HA MERZEREZ
————


Agatha a ioa ginidik euz ar Sisiil, hag en em roaz da Zoue azalek he bugaleach. O veza m’oa pinvidik hag a lignez huel, e devije gellet ober eur fortun gaer er bed; mes great e devoa he zonj da jom bepred guerc’hez. Goulskoude ar gouarner, he hano Kuensian, a c’hoanteaz he c’haout da bried; rak klevet en doa komz euz he danvez hag euz he gened. Klask a rea eta ann dro d’he guelet ha da ober anaoudegez ganthi evit esa gounit he c’baloun.

Hogen, ann dra-ma a ioa enn amzer m’en doa ann impalaer Des douget eul lezenn a varo a enep ar gristenien. Kuensian, o c’houzout oa Agatha kristenez, a reaz he digas dirazhan enn esper deseo anezhi d’he gemeret dre ar spount rak ann tourmanchou; mes gant gras Doue, ar Zantez a oue treac’h d’he foll finesaou ha d’he