Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/10

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
2
1 a C’henver
sirkonsizion hor zalver

ezomm ebed da lakaat var he gorf merk ann dud a ioa euz a bopl Doue. Ouspenn-ze, o veza ma’z oa holl-zantel dre natur, ne c’helle beza ennhan na pec’het, na netra a gement a zoug d’ar pec’hed. E feson ebed eta lezenn ar sirkonsizion ne oa great evithan. Goulskoude e falvezar d’ezhan beza sirkonsizet evel ar vugale all ; pera kement-se ?

Da genta, evit deski d’eomp senti ato ouz ann Aotrou Doue. Doue, o veza hor c’hrouet, a zo mestr da c’hourc’hemenn d’eomp pe da zifenn ouzomp ar pez a garo, hag hon dever eo senti outhan e peb tra. Pa velomp eta he Vab en em c’hreat den o viret eul lezenn ha n’oa ket great evit-han, pe seurt digarez a c’hellomp-ni da gaout evit mankout d’ar gourc’hemennou a c’houzomp ervad azo great evidomp ?

Hor Zalver a zo falvezet d’ezhan beza sirkonsizet, d’ann eil, evit diskar hon ourgouill ha rei d’eomp eur gentel gaer a humilite. O c’henel e kraou Bethleem, oa en em lakeat e renk ar re baoura hag ar re zistera euz ann dud ; mes enn he zirkonsizion ec’h en em laka izeloc’h c’hoaz ; enn he zirkonsizion ec’h en em laka e renk ar bec’herien ! Ha n’e ket eur vez evidomp-ni guelet eunn Doue, ar zantelez dre natur, oc’h en em lakaat ken izel-ze, d’ann ampoent ne glaskomp nemed en em huelaat ha sevel bepred dreist ar re all ?

D’ann trede, Jezuz a zo falvezet d’ezhan beza sirkonsizet evit deski d’eomp kastiza hor c’horf dre ar binijenn, delc’her berr var hor skianchou, ha kas buhan euz hor spered hag euz hor c’haloun kement sonj ha kement karantez ne vent ket hervez Doue.

D’ar pevare erfin, hor Zalver a zo falvezet d’ezhan beza sirkonsizet evit diskouez d’eomp pegement a vall en doa da skuill he c’hoad evidomp. Ne dlie mervel var ar groaz evit hor prena nemed a benn tri bloaz ha tregont goude ; mes re hirr e kave gortoz keit all heb rei da vihana eunn errez euz ar priz a goustche d’ezhan hor ransoun. C’hoant en deuz bet eta da skuill dioc’htu eur berad bennak euz he c’hoad da c’hedal ma her skuillje var ar groaz betek ar berad diveza. C’hoant en deuz bet da rei tro d’eomp