Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/104

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ned gant hardisegez eunn abostol. Ar Vretouned a ioa d’ann ampoent enn eur stad reuzeudik, hag ar Zant a lavare d’ezho : « — Mar d-eo reuzeudik ho stad, ne dleit tamall nemedhoc’h hoc’h-unan. Ho pec’hejou hag ho puez fall eo o deuz c’houezet enn hoc’h enep ann tan euz a vuhanegez Doue. »

Sant Jildas a iea ato eur vech ann amzer da enez Houat. Hogen, eunn nozvez m’edo eno o pedi, eunn eal a ziskleriaz d’ezhan n’en doa mui nemed eiz dez da veva. Lakaat a eure raktal kas arc’helou-ze d’he gouent, hag e guirionez, a benn eiz dez goude e varvaz leun a veritou er bloaz 570.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma ne eve nemed dour. N’e ket difennet eva guin, pe draou all, gant na’z eer ket dreist ar roudenn merket gant Doue ha gant ar rezoun he-unan. Ar pez a zo difennet eo eva re, ar pez a zo pec’hed eo karet re he vanne. Eur vez eo e rafe al loaned mud skol d’ann den e kenver ar poent-ma. Al loaned mud a c’hoar peur o deuz debret pe evet aoualc’h ; ann den, siouaz ! n’her goar ket. O tud, krouet gant Doue dioc’h he batrom hag hervez he henveledigez he-unan, ne d-it ket eta da eva betek beuzi ho skiant vad ! O kristenien, breudeur da Jezuz-Krist hag heritourien euz ann env, ne d-it ket d’en em garga betek ma ne c’hellit mui dougen ho samm, betek stleja ho padiziant er pri hag er vouillenn !!!



ar seizved devez a viz c’houevrer


SANT ROMUALD, ABAD
————


Romuald a ziskenne euz a lignez ann duked a Raveenn enn Itali, hag a heuliaz ar bed hag he blijadureziou betek ann oad a ugent vloaz. Evelato pa veze o chaseal var ar meaz, e kreiz ar c’hoajou, e lavare avechou ennhan he-unan : « — Ama avad e ve eur plas brao da zevel eunn ermitach. » P’edo o ren he ugent vloaz, he dad a lazaz eunn den hag a ioa kar d’ezhan oc’h en em ganna outhan divarbenn eur prat. Romuald a oue test euz ar muntr-se, ha petra bennag n’en doa