Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/105

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

bet perz ebed ennhan, e kemeraz kement a velkoni gant ann dra-ze ma sonjaz mont da ober pinijenn enn eur gouent epad daou-ugent devez. Mes abarz ma oue echu ann daou-ugent devez, e c’houlennaz beza resevet he-unan e touez ar venac’h euz ar gouent.

Goude beza tremenet tri bloaz eno, ez eaz, gant kounje he zuperior, da gaout eunn ermit hag a ioa brudet er vro dre he vouiziegez var ar pez a zell oc’h servich Doue hag ouz ar zantelez. Ann ermit-ma a ioa kustumm da lenn bemdez levr ar Salmou a vouez huel enn eur bourmen enn dro d’he ermitach, ha Romuald a dlie respount outhan bep eil koublad. Mes ar manac’h iaouanka fazie aliez abalamour ne c’houie ket c’hoaz ar Salmou dindan evor. Hogen, bep vech ma fazie var eur ger bennag, ann ermit a zistage ganthan eunn taol guialenn var he skouarn gleiz. Gouzanv a reaz ann dra-ze pell heb en em glemm. Eunn devez goulskoude e pedaz he vestr da skei hiviziken var he skouarn deou; rak, emezhan. remerket en doa ne gleve mui kerkouls dioc’h ann tu kleiz. Ann ermit a oue souezet o velet pasianted Romuald, hag a-c’houdevez ne oue mui ker rust enn he genver.

Ar manac’h iaouank a deuaz heb dale da veza skouer ann holl ermited all dre he humilite, dre he aked da bedi ha da labourat. ha dreist peb tra dre he iuniou hag he binijennou. Kement-se a reaz d’ann drouk-spered mont enn egar. Klask a eure he spounta enn eur ober trouz enn he lochenn, pe oc’h en em ziskouez dirazhan dindan eur furm heuzuz bennag. Avechou zoken her pile d’ann douar, e vrese anezhan dindan he dreid, hag e voustre varnhan egiz p’en devije c’hoant d’he vouga. Mes Romuald, ato leun a feiz hag a fizians e Doue, a oue bepred treac’h da holl ardou ann ærouant. « — Petra glaskez ama, a c’houlenne diganthan, goude moud bet stlapet er meazeuz ar baradoz? Mont a ri kuit, loan hudur… » O klevet ar c’homzou-ma, Satan a dec’he lostek diouthan.

Mar grea evelse mez d’ann drouk-spered, e rea ive avechou goab euz he gorf evit he gastiza muioc’h-mui. Lakaat a rea servicha d’ezhan eunn tamm boued fin