Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/119

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


Seiz vloaz hag hanter-kant goude he maro, e oue kavet he c’horf ker fresk ha pa vije bet beo, hag epad m’edo ar brotestanted oc’h he gas gantho da zevi, e oue klevet oc’h huanadi betek teir guech dioc’htu. Unan euz ann heretiked-se a oue fallakr aoualc’h evit planta he gleze ennhan en arroud ar galoun, ha kerkent, dre eur burzud nevez, e teuaz ar goad a red euz ar gouli en doa great.


SONJIT ERVAD

Eunn dimezi great hervez lezennou Doue, lezennou ann Iliz ha lezennou ann natur, ne c’hell morse beza torret : ar pab he-unan n’en deuz ket ar c’halloud d’he derri. Petra zo kaoz eta m’en deuz ar pab Aleksandr VI diskleriet oa nul ann dimezi a ioa etre santez Janned a Valoa hag ann duk a Orlean, deuet goudeze da veza ar roue Loiz XII? Ar pez zo kaoz eo ma vanke eunn dra bennag d’ann dimezi-se evit beza eur guir briedelez kristen a zo er memes amzer eur c’hountred hag eur zakramant. Hogen, ar c’hountred ne dal netra mar d-eo kountrol da lezennou Doue, da lezennou ann Iliz pe da lezennou ann natur, ha ma ne dal netra ar c’hountred, n’ez euz sakramant ebed ken nebeut. Ann dud iaouank a zo o vont da fortunia a dle teuler evez ouz ann dra-ma, ha diouall na ve etrezho eur gerentiez pe eunn dra all bennag hag a vir outho d’en em gemeret ann eil egile da bried. Rak mar d-euz eunn dra bennag hag a vir outho d’en em gemeret ann eil egile da bried, ho dimezi a ve nul, kaer o defe beza eureujet, nemet dispans a ve bet roet d’ezho.



ann trizekved devez a viz c’houevrer


ST SIRILL A ALEKSANDRII, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Sirill a ioa niz da Deophil, eskop Aleksandrii, hag a studiaz abred ar Skritur Sakr hag ar skianchou all. O veza m’en doa eur spered lemm,e teuaz da veza habil e berr amzer, ha goude maro he eontr, e oue hanvet da eskop enn he blas.

Diskouez a eure dioc’htu oa ar pastor mad ne espern netra evit miret na ve taget he zenved gant ar bleiz. Rak kenta tra a reaz a oue lakaat serra ilizou ann Novasianed ha kas ar Iuzevien kuit euz a gear. Ann Novasianed a ioa eur rumm heretiked hag a lavare ne c’hel-