da ze Doue en deuz he hueleat, ha roet d’ezhan eunn hano hag a zo dreist ann holl hanoiou. »
Ann hano a Jezuz a zinifi Salver, hag a zigas da zonj d’eomp euz ar pez en deuz great hag euz ar pez a ra c’hoaz evit hor zavetei Mab Doue en em c’hreat den. Setu perak eo santela hano, galloudusa hano ha dudiusa hano a zo enn Env ha var ann douar.
Ann hano a Zoue a zigas da zonj d’eomp euz ann Hini en deuz hor c’hrouet. Mes petra dalvezfe d’eomp beza bet krouet, ma ne vijemp ket bet saveteet goude m’oamp kollet holl dre bec’hed hon tad kenta Adam ? Brasoc’h gras eo evidomp beza bet prenet gant goad Jezuz eget beza bet krouet, ha dre eno ive e tleomp kaout c’hoaz muioc’h a respet evit ann hano santel a Jezuz eged evit ann hano santel a Zoue.
N’euz hano ebed, nag enn Env na var ann douar, ker gallouduz hag hano Jezuz. Kement pedenn a vez great enn hano-ma a zo sur da veza selaouet enn Env. Hor Zalver he-unan hel lavar d’eomp enn Aviel : « Kement tra, emezhan, a c’houlennot digant va Zad em hano-me a vezo roet d’ehoc’h. » Sant Per a lavar d’he dro : « N’ez euz var ann douar hano all ebed, nemed hano Jezuz, hag a c’hellfe hor zavetei. » Mes, ann hano-ze avad, netra ne c’hell herzel outhan. Dre hano Jezuz eo o deuz ann Ebestel guech all kaset sklerijenn ar feiz e kement korn a ioa er bed ; dre hano Jezuz eo e lakeant ann drouk-sperejou da dec’het buhan enn ho raok ; dre hano Jezuz eo e pareent ar re glanv, e roent ar vuez d’ar re varo hag e reant a bep seurt burzudou.
Erfin, hano Jezuz eo ar c’haera hag ann dudiusa euz ann holl hanoiou. « Bez’ez eo, eme zant Bernard, evel eunn tamm mel er ginou, evel eur bomm muzik evit ar skouarn, ha lakaat a ra ar galoun da zridal gant ar joa. Ha c’houi zo tenval ho penn hag anken var ho spered ? Sonjit e Jezuz, digasit he hano var ho muzellou, ha raktal et viot laouen adarre, raktal hoc’h anken a ielo kuit. Ha spountet oc’h o velet ho pec’hejou, ha dija prest da goueza enn dizesper ? Galvit Jezuz d’ho sikour, livirit he hano, ha kerkent ar