Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/120

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

let ket rei ann absolvenn d’ar re o doa nac’het ho feiz dirak ar varnerien, n’euz fors pegement a geuz o devije. Ann eskop nevez en devoue aoun na’z aje ann dud fidel da zelaouar fals doktored-se, ha setu perak e lakeaz serra ho ilizou. Ar Iuzevien, dioc’h ho c’hostez, ne ehanent da ober goall vuez d’ar gristenien, ha Sirill a zonjaz oa he zever pellaat dioc’h he vugale kouls ar re a glaske noazout d’ezho enn ho c’horf evel ar re a glaske koll ho ene.

Goulskoude, gouarner kear a ieaz enn egar outhan abalamour m’en doa kaset ar Iuzevien kuit, hag a skrivaz var gement-se d’ann impalaer. Mes ar Zant a skrivaz ive d’he dro, hag ann impalaer a respountaz d’ezhan en doa great mad. Hiviziken ar Iuzevien ne c’helljont mui kaout kounje da zistrei da Aleksandrii.

Etre daou e tiouanaz enn Iliz katholik eunn herezi nevez, ha tad ann herezi-ze a oue Nestorius, eskop ha patriarch Konstantinopl. Ann eskop-ma a lavaraz er gador, ha meur a vech zoken, ez oa e Jezuz-Krist daou bersounach, persounach Doue ha persounach ann den, ha rak-se ne oa ket ar Verc’hez Vari e guirionez mamm da Zoue, mes hebken mamm d’ann Den pe d’ar Christ. Sirill a skrivaz raktal da Nestorius evit diskouez d’ezhan oa faziet hag he alia dre gaer da anaout he faot. Mes eskop ha patriarch Konstantinopl a oue braz ganthan beza kelennet gant eskop ha patriarch Aleksandrii, hag a respountaz dre eul lizer leun a gomzou trenk ha rok. Neuze Sirill hen diskuillaz d’ar pab Selestin, hag ar pab-ma a asamblaz eur c’honsil e Rom. Ar c’honsil-se a eskummunugaz Nestorius hag her c’houndaonaz da veza torret euz he garg, nemed en em zislavaret a raje dirak ann holl a benn dek devez goude m’en devije resevet ar zetans a ioa douget enn he enep.

Hogen, eskop Konstantinopl ne falvezaz ket d’ezhan plega, hag a jomaz aheurtet enn he fals kredenn. Setu perak e oue asamblet eur c’honsil jeneral e kear Ephez er bloaz 431. Daou c’hant eskop a deuaz d’ar c’honsil-ma, ha sant Sirill a zalc’haz dirazho plas ar pab. Nestorius a oue koundaonet adarre, hag ar c’honsil a