Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/124

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

holl goudeze ann eur da veza merzerien. Valantin a oue dalc’het c’hoaz pell er prizoun, ha goude beza bet bourrevet e meur a feson, e oue erfin koundaonet da veza dibennet. He verzerenti a erruaz d’ar pevarzek a viz c’houevrer euz ar bloaz 270. Ar pab Jul kenta a reaz sevel eunn iliz var he vez.


SONJIT ERVAD

Ann impalaer Glaoda a ioa prest da anaout ar virionez euz ar relijion gristen ; plijadur en doa o selaou sant Valantin, hag he galoun a ioa dija hanter-c’hounezet pa gemeraz aoun rak tud he lez. Nag a gristenien zo hirio, siouaz ! hag a deu evelse da vouga mouez ar c’hras ha da goll ho ene gant aoun da zisplijout d’ar bed, pe da denna varnho droulans eur mestr pe eur mignoun ! Pebez dallentez ha pebez follentez er memes amzer ! Daoust na n’e ket Doue eo ho prasa mestr hag ho kuella mignoun ? Dalc’hit mad eta d’he zouja ha d’he garet dreist peb tra, ha bezit fidel ato da zelaou he vouez pa glevot anezhan o komz ouzhoc’h e goeled ho kaloun.



ann pemzekved devez a viz c’houevrer


SANT FAOSTIN HA SANT JOVIT, MERZERIEN
————


Faostin ha Jovit a ioa daou vreur, ginidik euz a gear Bresia enn Itali. Azalek ho bugaleach e oue remerket ennho eunn devosion dener hag eur c’hoant braz da labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Ann eskop Apollonius, o veza klevet hano euz ho mirit hag euz ho vertuz, a roaz d’ezho ann Ursiou. Faostin, ar c’hosa, a oue beleget, ha Jovit, ar iaouanka, a oue great avieler. Kerkent ann daou vreur en em lakeaz da brezek ann Aviel evel daou abostol, ha dre ann nerz a roe Doue d’ho c’homzou e c’hounezchont eur maread paianed d’ar feiz, ken e kear ken var ar meaz.

D’ar mare-ze ez oa er vro eur gouarner, he hano Italikus, hag a ioa enebour touet d’ar relijion gristen. Ar gouarner-ma a ieaz he-unan da ziskuill Faostin ha Jovit d’ann impalaer Adrian. « — E Bresia, emezhan, ez euz daou vreur ha ne reont nemed prezeg ne c’houzounn