Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/129

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

zervicha evit gounit ho boued pa n’efe ar relijion gristen. Ar relijion gristen, hag hi hebken, eo e deuz a nebeut a nebeut lakeat fin d’ann esklavach e kement leac’h m’eo en em skignet. Pebez anaoudegez vad eta, pebez karantez ne dlefe ket da gaout evithi ar zervicherien hag ar zervicherezed ! Ha goulskoude siouaz ! ha n’e ket hi eo o deuz aliez ann nebeuta feiz hag ann nebeuta respet evit ar relijion ? Ped n’euz ket ive enn ho zouez hag a labour enn despet d’ezho evel ann esklav Onesim d’ar mare ma’z oa c’hoaz paian ? Ped all hag a laer ho mistri evel a reaz ann esklav-se araok tec’het euz a di Philemon ? Mar oc’h euz great evelse bete vrema, hastit affo chench buez evel Onesim pa oue badezet gant sant Paol. Onesim a deuaz goudeze da veza eur zant, ha c’houi a deui da veza sent ive mar kirit kemeret skouer diouthan, da lavaret eo, mar kirit poania da rapari ann amzer dremenet dre hoc’h aked da zervicha Doue hag ho mistri egiz ma’z eo dleet.




ar seitekved devez a viz c’houevrer


SANT GUEVROK, ABAD
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Bro-Zaoz. He dad hag he vamm a lakeaz ho foan d’he ziorren ha d’he skolia guella ma c’helljont, petra bennag n’oa ket goall grenv ar stal gantho. Kerkent ha m’en devoue eunn tammik deskadurez, e reaz fae var ar bed hag e c’hoanteaz mont da vanac’h. Goulenn a eure beza resevet e kouent sant Tugdual, ha resevet e oue. Hogen, ne oue ket pell eno na zervichaz da skouer d’ann holl venac’h all.

Etre daou, sant Tugdual en devoue urs digant eunn eal da zont da Vreiz-Izel. Digas a eure ganthan dek pe zaouzek ha tri-ugent euz he ziskibien, ha Guevrok a oue unan anezho. Ne c’houfe den lavaret pegement a vad a reaz ar venac’h santel-ze enn hor bro, ken e kostez Leon, ken e kostez Treger.

Guevrok a jomaz eur pennad gant sant Tugdual e kouent vraz Landreger, ha goudeze e oue karget da zevel eur gouent nevez e kichenn Lanneur ; ar gear-ma a hanvet neuze Kerfeunteun abalamour d’ar feunteun a zo dindan ann iliz parrez. Guevrok a zavaz ar gouent nevez varnhed eul leo hanter dioc’h kear, el leac’h m’ema brema bourg Lokirek, hag a oue abad eno epad c’houec’h vloaz.