Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/13

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

fizianz hag ann esperans a deui enn dro. Rak hano Jezuz a zo er memes amzer sklerijenn, magadurez ha louzou : sklerijenn eo evit ar spered, magadurez evit ar galoun ha louzou evit parea klenvejou ann ene. »


SONJIT ERVAD

Ar zent holl a zo bet devot da hano Jezuz. Ann abostol sant Paol a veze heb ehana, kouls lavaret, hano Jezuz var he vuzellou pe e beg he bluenn. Sant Ignas, merzer, en doa lakeat hano Jezuz ken doun enn he galoun ma oue kavet skrivet eno e lizerennou aour, pa oue digoret he gorf goude he varo. Greomp evel ar zent-se : leveromp aliez hano Jezuz a galoun hag a c’hinou, mes ato gant respet ha karantez. Galvomp ann hano-ze d’hor sikour pa vezimp tentet, p’or bezo eur boan bennag, pa erruo eunn drouk bennag ganeomp. Mes, dreist peb tra, goulennomp digant Jezuz, hirio hag epad hor buez, ar c’hras da c’hellout lavaret aliez, enn hor c’hlenved diveza, he hano sakr hag adorabl asambles gant hanoiou benniget Mari ha Joseph. Ann tri hano dous-se lavaret neuze gant feiz ha gant devosion, a vezo evidomp eur zoursenn a nerz e kreiz poaniou hon tremenven, hag evel eunn errez euz a euruzded ar baradoz.

O va Jezuz, o va c’harantez,
Bezit em c’haloun bemnoz ha bemdez!



ann eil devez a viz genver


SANT ODILON, ABAD
————
(Gouel ar zant-ma a errue deac’h)



Sant Odilon, ganet enn Aovergn er bloaz 962, a ioa tri bloaz dija, hane valee ket c’hoaz : ne c’helle ket poueza var he zivesker. Eun devez, he vagerez hel lakeaz da azeza var bazennou eur chapel, savet enn henor d’ar Verc’hez, epad m’edo o vont da ober eur gefridi bennag enn eun ti a ioa e kichen. Ar paotrik keaz, lezet he-unan, a gavaz hirr he amzer, hag a reaz kement gant he zaouarn ha gant he dreid ma c’hellaz en em dreina betek dor ar chapel. Hogen, ann or a ioa digor, hag ac’hano ar paotrik a velaz dirazhan aoter ar Verc’hez. Neuze e poaniaz adarre da vont a ruzou ha var he grabanou betek ann