Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/136

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ober ann drouk a erruaz goudeze. Evelato e falvezaz d’ezhan paea betek ar guennek diveza kement tra a ioa bet devet, hag evit gallout paea e verzaz he holl zanvez ha danvez he bried. Pebez kentel evit ar re a ra gaou ouz ho nesa, n’e ket hebken defot teuler evez, mes gant eur vouiziegez hag eur volontez parfet. Ar re-ma a dle gouzout n’e ket aoualc’h d’ezho kovez ho fec’hed, n’e ket aoualc’h d’ezho zoken kaout keuz d’ar pec’hed-se ha diouall da goueza ennhan adarre enn amzer da zont ; red e d’ezho ouspenn, ha red grons, rapari hervez ho galloud ar gaou o deuz great. Anez, n’o deuz pardoun ebed da c’hortoz digant Doue : er baradoz n’euz ket a zor-zigor evit al laeroun.




ar ugentved devez a viz c’houevrer


SANT EUCHER, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ginidik a Orlean. He vamm her c’hinnige bemdez da Zoue epad m’edo oc’h he zougen, ha goude ma oue ganet, he fried hag hi a boaniaz ho daou da ober anezhan eur c’hristen mad hag eur paotrik fur ha devot. D’ann oad a zeiz vloaz e oue lakeat var ar siudi, hag abarz nemeur e lezaz pell var he lerc’h ar re a ioa ann hanter kosoc’h evithan. Dont a reaz evelse da veza habil-braz var ar Skritur Sakr, var ann theoloji ha lezennou ann Iliz, ha var skridou ann tadou santel.

Ar pez a garie dreist peb tra oa medita var ar Skritur Sakr, hag etouez levriou ar Skritur Sakr ann hini a blije muia d’ezhan oa liziri ann abostol sant Paol. He spered a veze dalc’h-mad o sonjal er c’homzou-ma euz ann Abostol : « Ar bed a zo henvel ouz eur spes hag a dremen evel eur skeud. » Ar c’homzou-ze a roaz c’hoant d’ezhan da vont da vanac’h ha d’ann oad a bevar bloaz var’nn ugent var a lavar lod, pe a zeiz vloaz var’nn ugent var a lavar lod all, ec’h en em dennaz enn abati Jumiej enn Normandi. Eno e renaz eur vuez ker pinijennuz, hag e oa ken aketuz d’ar bedenn ha d’he holl zeveriou all, ma servichaz da skouer d’ar re zoken a ioa tomma ho c’haloun e kenver Doue.

Etre daou, e varvaz eskop Orlean, ha raktal ann dud