Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/138

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


SONJIT ERVAD

Sant Eucher, diskuillet gant teodou fall, a oue ret d’ezhan dilezel he gark. Hen ober a reaz heb en em glemm.

Ma vec’h tamallet e gaou, guelit ha n’o pe ket great eunn droug all bennag ker braz pe vrasoc’h c’hoaz. Kemerit ho kroaz a galoun vad, ha kinnigit ho poan da Zoue evit paea dle ho pec’hejou. Mar d-eo talvouduz d’he c’hloar ha d’ho silvidigez, Doue a roi da anaout ar virionez pa vezo deuet ar mare.

Ar bed a zo henvel ouz eur spes hag a dremen evel eur skeud. Eur spes ne d-eo netra ; hogen, daoust hag ar pez ne d-eo netra a zo din euz hor c’harantez ? Daoust hag ar pez a dremen evel eur skeud a virit ma stagfemp outhan hor c’haloun ? Setu aze petra zonje Eucher enn he iaouankiz, ha petra reaz d’ezhan mont d’ar gouent evit en em rei holl da zervich Doue. Ma n’oc’h ket galvet da guitaat ar bed eveldhan, diouallit da vihana da glask hoc’h euruzded e traou ar bed ; rak e guirionez ann traou-ze ne d-int holl nemed avel ha moged, ha kaer o pezo, n’e ket gant avel ha moged e c’hellot biken karga no kaloun.




ann unan var ’nn ugent a viz c’houevrer


SANT GREGOR, EIL EUZ ANN HANO, PAB
————


Gouel ar zant-ma a errue d’ann trizek euz ar miz



Gregor a ioa ganet e Rom, hag en em roaz da zervich Doue azalek he vugaleach. O veza bet skoliet gant ar pab sant Serj, e oue great abostoler hag avieler, ha goudeze ez eaz da Gonstantinopl da ober koumpagnunez d’ar pab Konstantin. Eno e tiskouezaz dirak ann impalaer eur furnez, eur vouiziegez hag eunn nerz-kaloun dispar evit difenn ar relijion ha lezennou ann Iliz.

Goude maro ar pab Konstantin, e oue choazet evit delc’her he blas er bloaz 715. Kenta tra a reaz er garg-se a oue lakaat rapari mogeriou Rom evit kaeat oc’h al Lombarded, ha sevel a nevez ann ilizou a ioa hanter-gouezet enn ho foull. Er memes amzer e kasaz daou visioner, leun a ioul evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou, da brezeg ar feiz enn Allemagn : er vro-ma ez oa c’hoaz neuze eur maread poblou paian. Ann daou visioner-ze oa sant Korbinian ha sant Bonifas. Sant Korbinian