Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/140

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Gregor a deuaz d’he gaout er meaz euz a gear, hag a gomzaz outhan gant kement a nerz hag a zousder ma chenchaz enn eunn taol kount evel eunn all enn he blas. En em strinka a eure da dreid ar pab enn eur c’houlenn kounje diganthan da vont da iliz ar Vatikan, hag eur vech erruet eno, e tirollaz da vouela hag e roaz he gleze hag he gurunenn aour e prezant da zant Per.

Gregor a gendalc’haz betek he varo da zifenn ar feiz katholik a enep Leon ann Izorian. Evit kement-se ec’h asamblas adarre eur c’honsil e Rom, hag ar c’honsil-ma a ziskleriaz a nevez eo eunn dra vad hag eur c’hustumm devot henori ar c’hroaziou hag imachou ar Verc’hez hag ar Zent. Ar pab santel a skrivaz ive c’hoaz meur a lizer d’ann impalaer evit klask lakaat anezhan da zont ennhan he-unan ha da anaout oa faziet. Erfin, d’ann unnek a viz c’houevrer euz ar bloaz 731, e roaz e peoc’h he ene da Zoue, hag he gorf a oue enterret enn iliz ar Vatikan.

SONJIT ERVAD

Ar baianed guech all a adore e guirionez idolou pe batromiou great gant koat pe gant mean, gant aour pe gant arc’hant ; da lavaret eo, e rentent d’ann idolou ze ann henor n’eo dleet nemed da Zoue hebken, e kemerent ann idolou-ze evit guir doueou. Setu aze petra eo ar pec’hed a idolatri. Mes ni, kristenien katholik, ne reomp ket ar memes tra evit ar c’hroaziou hag imachou ar Zent: ne adoromp nag ar c’hroaziou, nag ann imachou-ze evel doueou. Evelse, pa zaludomp eur groaz koat pe eur groaz vean. p’en em daolomp d’ann daoulin dirazhi, pa bokomp d’ezhi, n’e ket d’ar c’hoat pe d’ar mean eo e fell d’eomp rei ar merkou-ze a respet hag a garantez, mes d’hor Zalver Jezuz-Krist a zo maro evidomp var ar groaz. Er memes tra, pa bedomp dirak imach ar Verc’hez pe dirak imach eur zant bennag, n’e ket d’ann imach-se ken nebeut, ha pa ve enn aour pe enn arc’hant, e kasomp hor pedenn mes d’ar Verc’hez he-unan pe d’ar zant a zo he batrom dirazomp. N’euz idolatri ebed eta enn henor a rentomp d’ar c’hroaziou ha da imachou ar Verc’hez hag ar Zent, evel a lavare guech all Leon ann Izorian hag evel a lavar c’hoaz hirio ar brotestanted.

Ar groaz, relegou pe imachou ar zent, lakeat dirag hon daoulagad, a zigas sonj d’eomp euz ho c’henteliou hag a vir ouz ’ar spered da redet du-ma du-hont, a greiz ma vezomp o pedi.