Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/142

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

deuz bet digant Jezuz-Krist pa oue choazet ganthan evit delc’her he blas var ann douar. Goulennomp digant Doue ar c’hras da jom bepred stag ouz Kador sant Per; rak, anez, n’ez euz silvidigez ebed evidomp. »

Hor Zalver a zo maro var ar groaz evit ann dud holl. Lavaret a c’heller ive enn eur feson en deuz sant Per, he genta vikel var ann douar, prezeget ann Aviel d’ann holl boblou p’e guir en deuz prezeget d’ar re a gomze ann tri langach a ioa muia anavezet enn he amzer. Ann tri langach-ma oa langach ann Hebreed, ar gregach hag al latin. Hogen, e Jerusalem hag er Judee, sant Per en deuz prezeget d’ar re a gomze langach ann Hebreed ; goudeze, e kear Antioch, en deuz prezeget d’ar re a gomze ar gregach, hag erfin, e Rom, en deuz prezeget d’ar re agomze al latin. E kear Antioch e oue roet evit ar vech genta ann hano a gristenien d’ar re a heulie relijion Jezuz-Krist.

Enn iliz Sant-Per di Castello e Veniz, e virer eur gador hag a gounter e deuz servichet da Brins ann Ebestel epad m’edo o chom enn Antioch. Ann impalaer Mikeal Paleolog a roaz ar gador-ze d’ann duk a Veniz; resevet e oue eno gant kals a henor, hag abaoue ann dud fidel o deuz ato eunn devosion vraz evithi.

SONJIT ERVAD

Evel ar gristenien genta, bezit fidel da zelebri deiz ha bloaz ho padiziant. It da govez ha da gommunia enn deiz-se mar d-eo eaz d’ehoc’h, ha ma ne c’hellit ket mont enn deiz-se, it kenta ma c’hellot goudeze. Nevezit neuze ar promesaou a zo bet great evidoc’h da Zoue gant ho paeroun hag ho maerounez, ha livirit a greiz ho kaloun e fell d’ehoc’h ato trei kein da Zatan, d’he bompou ha d’he oberiou, hag anaout bepred Jezuz-Krist evit ho Mestr hag ho Roue.


PEDENN EVIT NEVEZI PROMESAOU AR VADIZIANT :

Treinded santel hag adorabl, Tad, Mab ha Spered-Glan, tri ferson enn eunn Doue hebken, ho trugarekaat a rann abalamour m’eo plijet ganehoc’h va reseo enn hoc’h Iliz hag e renk ho pugale dre ar sakramant a vadiziant. Ra zeui ann elez, ann holl zent ha sentezed euz ar baradoz, ha va zant patroun dreist ar re all, d’am zikour d’ho trugarekaat evit eur c’hras ker kaer.

Ober a rann a nevez, ac’hanon va-unan, ar promesaou a zo bet