Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/149

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

kas a eure daou gannad euz he berz. Evelato ar c’honsil ne c’hellaz ket en em asambli er gear-ze abalamour d’ar freuz a rea ar Bruzunerien imachou. E kear Nisee eo ec’h en em asamblas erfin er bloaz 787. Tri c’hant hanter-kant eskop en em gavaz eno, ha n’o devoue holl nemed eur vouez evit diskleria eo eunn dra vad hag eur c’hustumm devot henori ar c’hroaziou hag imachou ar Verc’hez hag ar Zent.

Evit senti ouz ar c’honsil, sant Tarez a reaz dioc’htu lakaat adarre, enn holl ilizou euz he eskopti, ar chroaziou hag ann imachou a ioa bet lamet anezho, pe lakaat re nevez e plas ar re a ioa bet devet pe dorret. Dre ann nerz euz he gomzou, ha dre he zousder dreist holl, e c’hounezaz d’ar feiz katholik eunn niver braz euz ar gristenien a ioa bet touellet gant ann heretiked. Goudeze e poaniaz da zisc’hrizienna ar giziou fall euz a douez ar bobl hag euz a douez ann dud a iliz. Hogen, he brezegennou hag he aliou mad a zougaz kement a frouez ma oue guelet e berr amzer eur jenchamant burzuduz e Konstantinopl hag e kement korn a ioa enn eskopti.

Mes etre daou ann impalaer a falvezaz d’ezhan kas ann impalaerez kuit evit dimezi da eunn all, hag unan euz he offiserien a deuaz da c’houlenn asant ann eskop santel evit ann dra-ze. Tarez a jomaz mantret o klevet kement all, hag a respountaz dioc’htu oa guell ganthan mervel ha gouzanv n’euz fors petra eged ober ar pez a c’houlennet diganthan. « Ar pez a fell d’ann impalaer, emezhan, a zo kountrol-beo da lezenn Doue, hag hen lakafe da veza mez ar vro hag eur skouer fall evit he zujidi. »

Neuze ann impalaer her galvaz da vont d’he gaout. Mes, kaer en devoue klask digareziou, ar Zant a zalc’haz mad ato d’ar pez en doa lavaret da genta. « Biken nag a briz ebed, emezhan, ne roinn va asant evit eunn dimezi evel hennez. » Ar respount-ma a lakeaz kement a zrouk enn impalaer ma ne ehanaz mui da ober goall vuez da Darez. Mes prest goude e oue skoet he-unan gant justis Doue : koll a reaz var eunn dro ar gueled, ar