Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/153

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

kleria piz d’he c’honfesour holl bec’hejou he iaouankiz hag he bugaleach. Pa oue echu he c’honfesion ganthi e kommuniaz, ha goude ar gommunion Doue a lavaraz d’ezhi erfin : « Va merc’h ! » Ar gomz-ma a lakeaz ar benitantez santel da vont er meaz anezhi he-unan. « — O hano dous, emezhi, hano dudiuz am boa kement a vall da glevet! Doue en deuz great he verc’h ac’hanon ! Ia, « va merc’h, » en deuz lavaret d’inn va Zalver Jezuz ! »

Setu eul lodenn euz ar vuez burzuduz a renaz Mac’harit e Kortoonn epad tri bloaz varn ’nn ugent. Goudeze e klanvaz, hag o veza resevet he zakramanchou diveza, e varvas e peoc’h enn eur vouzc’hoarzin hag enn eur zellet ouz ann env, d’ann 22 a viz c’houevrer 1297. He c’horf a zo chomet abaoue ker fresk ha pa ve beo.


SONJIT ERVAD

Mac’harit a Gortoonn, goude beza bet epad nao bloaz eur vaouez a zizurs hag a skouer fall, a zo deuet da veza eur zantez vraz ha gloar Trede-Urs sant Fransez. N’euz fors piou e veac’h, ha pa ve zoken grevusoc’h ho pec’hejou eged he re, ha pa ve brasoc’h ann niver anezho, ha p’o pefe roet muioc’h a skouer fall, c’houi a c’hell ive, gant sikour gras Doue, dont da veza eur zant pe eur zantez eveldhi. N’oc’h euz ken da ober evit kement-se nemed distrei ouz Doue a greiz kaloun, ha poania evel Mac’harit da rapari, dre eur vuez a binijenn hag a skouer vad, ann dizurs hag ar skouer fall euz ho puez tremenet.




ann seizved var ’nn ugent a viz c’houevrer


SANT LEANDR, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz ar Spagn, hag ar c’hosa euz a bemp krouadur. Hogen, daou vreur hag eur c’hoar d’ezhan a zo henoret ive evel sent, hag he c’hoar all a oue mamm da eur zant all. Iaouank-flamm oa c’hoaz p’en em dennaz enn eur gouent el leac’h ma tremenaz meur a vloaz o pedi, oc’h ober pinijenn hag o studia ar Skritur Sakr hag ann theoloji. Ne zaleaz ket da veza bru-