Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/166

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

deskadurez vad ha kristen. Paet mad e oue evit he foan ; rak a-vihanik Kasimir a rea fae var ar c’hoariou ha var ann traou lipouz a blij kement d’ar vugale all: n’en doa ken sonj na ken ioul nemed da zavetei he ene. Ann heuz en devoa ouz ar pec’hed a ioa ker braz m’en doa aoun zoken rak ar skeud anezhan. A hent all oa ken aketuz d’ar studi ma’z oa ann holl souezet o velet peger buhan e teske. Mes ar c’henteliou hag ann deveriou a garie dreist peb tra, epad m’edo er skol, oa ar re a veze hano ennho a draou santel.

O veza c’hoaz iaouank-flamm, e kastize dija he gorf dre ar iun hag ar binijenn, ha dindan he zillad kaer e touge peurvuia eur c’houriz reun. Aliez e kouske var ar c’halet, pe e tremene ann noz o pedi eharz dor ann iliz, he benn harp enn douar. Evelse, petra bennag ma’z oa mab da eur roue, ha breur hag eontr da rouaned all, ne istime ann dra-ze netra e skoaz ann henor da veza kristen, bugel da Zoue hag heritour euz ann env.

He garantez evit Jezuz-Krist a ioa ken tener ma’z ea er meaz anezhan he-unan bep vech ma kleve hano euz ar poaniou en deuz gouzanvet evit hor prena, hag epad ann offerenn ar zonj euz a basion hag euz a varo ar Zalver benniget-se a skoe eunn taol ker pounner enn he galoun ma’c’h ankounac’hea holl draou ar bed-ma ha ma ne veze mui he spered var ann douar.

Ar burete euz he vuez a ioa henvel ouz hini eunn eal, hag ar burete-ze en em ziskoueze kement enn he holl oberiou ma rea d’ar re a gomze pe a zelle outhan kaout avi ouz eur vertuz ker kaer. Mes ive ar Zant a veille bepred varnhan he-unan evit miret ann tenzor presiuz-se, hag o veza kouezet goall glanv, e oue guell ganthan mervel eget rekour ar iec’hed hag astenn he vuez divar goust he jastete.

Bez’en devoa erfin eunn devosion heb he far evit ar Verc’hez Vari, mamm da Zoue, hag ober a reaz enn he henor eur c’hantik latin, a gane pe a lavare bemdez, hag a falvezaz d’ezhan a vije lakeat enn he arched goude he varo. Pa oue digoret he vez er bloaz 1604, e oue kavet he gorf fresk-beo hag enn he bez, ha kantik ar Ver-