Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/176

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

oad a zaou vloaz var ’nn ugent, Thomas a oue lakeat he-unan da rejanti e Kologn, hag abarz nemeur e oue ker brudet hag he vestr. Eur mirakl eo en defe gellet ober e ken nebeut a amzer kement a draou hag en deuz great. Rejantet en deuz epad meur a vloaz e Paris, e Rom, e Bologn hag e Napl ; skrivet en deuz eur bern levriou hag a zo eunn tenzor evit ann Iliz ; prezeget en deuz ive e kalz plasou, ha gant kement-se holl e tremene bemdez meur a heur euz ann deiz hag euz ann noz o pedi hag o lenn skridou ann tadou santel, ha ne vanke morse da boent ebed euz a reolenn he Urs.

Ar pab Urban IV a gargaz sant Bonavantur hag hen da ober offis ar Zakramant meulet ra vezo e latin. Pa oue echu ho labour gantho, ann daou zant a ieaz d’hen diskouez d’ar pab. Thomas eo a lennaz da genta ar pez en doa skrivet. Hogen, dre ma lenne, sant Bonavantur a roge goustadik ar pez en doa great he-unan, ha pa deuaz he dro da lenn, ec’h en em strinkaz da dreid Urban enn eur lavaret : « — Tad Santel, va labour-me ne d-eo netra e kichen hini Thomas ; setu perak em euz sonjet he regi, ha ne jom mui anezhan nemed ann tammou paper-ma. » Evit guir, n’euz netra kaeroc’h ha dudiusoc’h eged ann himnou Sacris Solemniis... Ver-bum supermim... Pange, lingua... hag ar proz Lauda, Sion, Salvatorem... a vez kanet bep bloaz da c’houel ar Zakramant.

Eunn devez m’edo sant Thomas o pedi dirak eur grusifi, Jezuz he-unan a lavaraz d’ezhan : « — Skrivet mad oc’h euz divar va fenn-me, Thomas ; pe seurt paeamant a fell d’ehoc’h-hu da gaout ? » « — Paeamant ebed, eme ar Zant, nemedhoc’h hoc’h-unan, o va Zalver. »

Sant Thomas a varvaz er bloaz 1274, oajet hebken a hanter-kant vloaz, enn eur vont d’ar c’honsil jeneral a Lion. Leshanvet eo bet ann Doktor anjelik abalamour d’al levriou dispar en deuz great, hag ar pab Leon XIII en deuz choazet anezhan evit Patroun ann holl skoliou katholik euz ar bed.