Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/189

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

D’ann trede deiz, edo o kaozeal gant he gamaladed pa deuaz adarre al laboused mor da laerez. Neuze e lavaraz d’ar skolaerien all : « — Pedomp ann Aotrou Doue da rei d’eomp ar c’hras da gaout peoc’h dioc’h al laboused-se. » Kerkent he gamaladed hag hen en em daolaz d’ann daoulin, ha goude beza great ho fedenn, e rejont ann dro d’ar park, e tastumjont al laboused enn eur vandenn, hag e kaschont anezho d’ar gouent evel eur vandenn zenved. Sant Ildut a ioa o pourmen er porz. « — Setu ama, eme zant Paol d’ezhan enn eur erruout, al laeroun o deuz great kement a zrouk enn ho park. Ho digas a rann d’ehoc’h evit ma root d’ezho ar binijenn a gerot. » Sant Ildut a oue souezet o velet eunn hevelep mirakl ; bennigen a reaz al laboused, hag ar re-ma a nijaz raktal varzu ar mor heb distrei morse hiviziken.

D’ann oad a bemzek vloaz, sant Paol a guiteaz he vestr evit mont da ober he ermitach enn eur plas all a gostez. Eno e tremene he holl amzer o pedi, o lenn ar Skritur Sakr hag o kastiza he gorf dre ar rusta pinijenn. Ne zebre morse a gig ha ne eve morse a vin ; eunn tamm bara zeac’h hag eur banne dour, setu aze he vevans ordinal, ha c’hoaz ne rea peurvuia nemed eur pred bep daou pe dri devez. Da zul evelato ha d’ar goueliou braz e tebre eunn tamm pesked pe eunn tamm legumach bennag.

O veza bet beleget pa oue enn oad, ar Zant en em lakeaz da brezeg ann Aviel e Bro-Zaoz asambles gant daouzek belek iaouank all hag a ioa bet eveldhan er skol gant sant Ildut. Mes etre daou eunn eal a lavaraz d’ezhan a berz Doue oa galvet da vont da eur vro all el leac’h m’en devije c’hoaz muioc’h a eneou da zavetei. Paol a zentaz raktal, hag a gemeraz eur vag evit treuzi ar mor gant he zaouzek koumpagnoun: ar re-ma a anaveze anezhan dija evit ho mestr hag ho zuperior.

Erruout a rejont evelse enn enez Eusa e Breiz-Izel, hag eno e savchont eur chapel ha trizek tiik taouarc’h toet e soul. Tud ann enezenn-ze a ioa c’hoaz paian ; mes ar Zant hag ann daouzek belek a ioa oc’h he heul a brezegaz d’ezho gant kement a nerz hag a frouez ma