Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/190

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ouent holl gounezet d’ar feiz a benn c’houec’h miz. Neuze eunn eal a lavaraz da Baol mont larkoc’h adarre, ha setu ar Zant hag he zaouzek koumpagnoun o pignat enn eur vag evit ann eil guech : enn dro-ma e tigouezchont enn douar braz e bro Leon.

An c’hount Withur a c’houarne bro Leon d’ann ampoent, hag ar c’hount-se a ioa o chom enn enez Vaz. Sant Paol a ieaz di d’he velet hag a oue digemeret mad ganthan; rak Withur a ioa eunn den a relijion hag eunn den devot zoken. Epad m’edont o kaozeal ho daou, e teujot da zigas d’ar c’hount eur pikol pesk, a ioa nevez paket e kichen ann enezenn, hag a ioa eur c’hloc’h ganthan enn he chinou. Sant Paol en doa goulennet ar c’hloc’h-ma digant eur roue euz a Vro-Zaoz p’edo o kimiada diouthan; mes ar roue n’oa ket bet falvezet d’ezhan he rei, ha setu brema Doue he-unan hen digase d’ar Zant e ginou eur pesk. Ar c’hloc’h-se a virer c’hoaz hirio e kathedral Kastell.

Ar c’hount Withur, estlammet-holl o velet kement all, a gomzaz neuze da zant Paol euz a eur zarpant braz skrijuz a ioa enn enezenn, hag a lonke ann dud hag al loaned. Sant Paol a dremenaz ann noz varlerc’h o pedi Doue, hag antronoz-vintin, goude beza offerennet, ez eaz da gavarn ar zarpant gant he viskamant offerenn. O veza roet urs d’ezhan da zont er meaz, ar Zant her c’habestaz gant he stol hag hen treinaz betek eur garrek a zo enn hanter-noz d’ann enezenn. Enn eur erruout eno, e lamaz ar stol divar dro he c’houzoug, hag e c’hourc’hemennaz d’ezhan a berz Doue en em deuler var he benn er mor. Ar zarpant a zentaz var ann heur, hag abaoue al leac’h-se a zo hanvet Toull ar zarpant.

Ar brud euz ar miraklou-ze a rea d’ann holl beza leun a istim hag a respet evit sant Paol. Ar c’hount Withur en em glevaz gant Childebert, roue Frans, evit ma vije hanvet da eskop e Leon, ha setu ar pez a oue great, kaer en devoue ar Zant klask miret. Eur vech sakret eskop, sant Paol ne espernaz netra evit lakaat sklerijenn ar feiz da bara e kement korn a ioa enn he eskopti; rak eleiz a baianed a ioa c’hoaz er vro. Erfin,