Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/195

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

servichet muioc’h-mui enn ho rouantelez hag er meaz euz ho rouantelez. Abalamour da ze ne espernjont netra vit delc’her urs vad enn ho falez hag etouez ho zujidi hag evit rei eunn deskadurez kristen d’ho bugale.

Abalamour da ze c’hoaz ec’h en em glevchont da zougen lezennou nevez evit mad ar relijion hag ann Iliz, ha da lakaat sevel hospitaliou ha kouenchou el leac’h ma vije tud o kana noz-deiz meuleudiou ann Aotrou Doue. Abalamour da ze erfin e labourjont ive da c’hounit d’ar feiz ar boblou paian a ioa c’hoaz enn tu all d’ann Allemagn.

Mes Doue a c’halvaz ann impalaer davethan. Epad m’edo var he dremenvan, ar brinsez Mathild a ioa enn iliz, daoulinet ehars treid eur grusifi. Pa glevaz oa maro he fried, e c’houlennaz ha ne oa mui belek ebed var iun. Respountet e oue d’ezhi ez oa unan, ha kerkent e tistagaz ar chadennouigou aour a ioa ganthi enn dro d’he divreac’h, hag ho roaz d’ar belek-se enn eur bedi anezhan da lavaret ann offerenn evit ann impalaer.

Goude maro he fried, ar Zantez en em dennaz enn eur gouent leanezed, hag eno e tremenaz ann nemorant euz he buez o pedi Doue, o kastiza he c’horf dre ar binijenn hag oc’h ober vad d’ar paour, d’ann dud klanv ha d’ann ilizou. He aluzennou braz a oue kaoz m’e devoue kalz da c’houzanv euz a berz he daou vab kosa, Othon hag Herri. Othon a ioa deuet da veza impalaer ann Allemagn varlerc’h he dad, hag unan bennag a gountaz d’ezhan ne rea he vamm kement-se a aluzennou nemed divar goust ar c’houarnamant. Ar prins a gredaz re vuhan ann teod fall hag en em lakeaz da ober ann heg ouz he vamm, betek zoken ma lamaz diganthi ar pez e devoa dioc’h he c’hostez he-unan. Poan ar Zantez a greskaz c’hoaz o velet he mab Herri, a garie dreist he bugale all, o trei ive enn he enep. Evelato ne laoskaz ket eur glemmadenn, ha lavaret a reaz zoken e vije bet joa ganthi gouzanv ann dra-ze euz a berz he daou vab kosa pa n’efe m’o doa ar re-ma pec’hed dirak Doue.

Goulskoude ann impalaer Othon ne zaleaz ket da