Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/202

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Abars ar fin goulskoude o devoue truez outhan hag her c’hemerjont evit netra.

Goude beza tremenet eunn nebeut bloaveziou enn he vro, Patris a gouezaz adarre etre daouarn eur vandenn dud gouez. Mes a benn daou viz e oue laosket da redet, ha neuze ez eaz da gaout sant Martin, eskop Tour : ar zant-ma a ioa eontr d’ezhan dioc’h kostez he vamm. Chom a reaz pevar bloaz gant sant Martin, ha goudeze e tistroaz d’ar gear dre ali he eontr.

Epad m’edo er gear, e velaz eunn nozvez dre he gousk eur c’hannad euz ann Irland hag a ioa eur maread liziri ganthan enn he zorn Var unan euz al liziri-ze oa skrivet ar c’homzou-ma : « Mouez ann Irlanded. » Kerkent e kavas d’ezhan klevet ar vouez-se, hag hi krenv ha splamm, o komz outhan evelhenn : « — Enn han’ Doue, den iaouank, hast affo dont adarre enn hon touez. » Er memes amzer holl vugale ann Irland a astenne ho divreac’h varzu ennhan, hag a c’houlenne sikour diganthan enn eur grial hag enn eur lenva fors. Patris, o veza dihunet, a goumprenaz oa galvet gant Doue da vont da brezeg ann Aviel d’ann Irland, ha setu hen dioc’htu ha kuitaat he gerent hag he vro evit en em lakaat e stad da c’hounit ann Irlanded da feiz Jezuz-Krist.

Evit kement-se ez eaz da genta da Rom da studia ar skianchou sakr. Goudeze e chomaz c’hoaz trivac’h vloaz e Frans evit deski gant sant Jermen, eskop Aoserr, ar guir feson d’en em zantifia he-unan ha da zantifia ar re all. Erfin, o veza distroet da Rom, ar pab sant Selestin her sakraz eskop hag her c’hasaz d’ann Irland evel misioner abostolik.

Ar Zant a labouraz heb ehana, epad tregont vloaz pe ouspenn, da lakaat sklerijenn ar feiz da bara e kement korn a ioa enn enezenn-ze. Prezeg a rea er c’heariou ha var ar meaz, dirak ar rouaned ha dirak ar bobl. Dalc’h-mad ez ea euz ann eil tu d’egile, euz ann eil keriadenn d’eben, ato var he droad hag hano Jezuz-Krist bepred var he vuzellou. Ar c’halounou ar re galeta, ar sperejou ar muia aheurtet, ne c’hellent ket herzel ouz ann nerz a roe Doue d’he gomzou hag ouz ar burzudou a c’hoar-