Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/203

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

veze e kement leac’h ma tremene ; rak ober a rea ken aliez a virakl hag a gammed. Ann dud a zirede a vandennadou da c’houlenn ar vadiziant, ha dre ma kreske niver ar gristenien, Patris a rea beleien nevez, a zave ilizou ha kouenchou, hag a lakea eskibien ama hag ahont da c’houarn ann dud fidel. Evelse e teuaz heb dale ar feiz hag ann devosion da veza krenv enn Irland hag ann enezenn vraz-ma, a ioa kent leun a baianed, a veritaz hiviziken beza hanvet Enezenn ar Zent.

E kreiz he veachou hag he labouriou abostolik, sant Patris ne golle morse ar zonj euz a Zoue. He adori a rea tri c’hant guech bemdez var bennou he zaoulin, hag enn noz e lenne levr ar salmou e daou bennad. Beva a eure betek ann oad a zaouzek vloaz ha pevar-ugent pe var dro, hag he varo euruz a erruaz er bloaz 464.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma, enn he iaouankiz, a bede Doue kant guech enn noz, ha divezatoc’h epad m’edo o prezeg ann Aviel enn Irland, hen adore tri c’hant guech bemdez var bennou he zaoulin heb kounta ar salmou a lavare enn noz. Ezomm oc’h euz da bedi Doue bemdez, n’euz fors piou e veac’h ; rak bemdez oc’h euz ezomm euz he c’hrasou, Mes red eo he bedi dreist holl dioc’h ar mintin ha dioc’h ann noz : dioc’h ar mintin, evit kinnig d’ezhan ho tevez hag ho labour, ha dioc’h ann noz, evit he drukarekaat ha goulenn pardoun diganthan euz ho pec’hejou. Seul-vui a labour oc’h euz da ober, seul-vui e tleit pedi ; rak netra ne deui da vad ganehoc’h ma ne ro Doue he vennoz d’ho labour. Mes red eo pedi gant respet ha gant devosion ; penaoz e fell d’ehoc’h beza selaouet gant Doue ma ne c’houzoc’h ket hoc’h-unan petra livirit ?




ann trivac’hved devez a viz meurs


SANT GABRIEL, ARC’HEAL
————


Sant Gabriel, arc’heal, eo ann eil euz ar seiz prins euz ann env a zo ato dirak tron ann Aotrou Doue evit kemeret he ursiou hag ho c’has el leac’h ma’z eo dleet. Ann holl a c’hoar ez euz nao c’heur elez. Ann daou genta eo ar Seraphined hag ar Cherubined; hojen