Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/21

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

perz enn diou eurusded-ze. « — Ar sura, eme ann den koz, a ve iun ha pedi evel a reer er c’houenchou, ha beza prest da zioueret ha da c’houzanv peb tra evit Doue. »

Ar respount-se a ieaz doun e speret ar Zant, ha setu hen ha mont da eunn iliz all da c’houlenn ouz Doue petra ioa guella d’ezhan da ober. Chom a reaz keit da bedi enn iliz-ze ma’c’h en em roaz da gousket. Hogen, epad he gousk, en devoue ann huvre-ma : sonjal a rea d’ezhan edo o toulla ann douar da zevel eunn ti, ha kaer en doa toulla, e kleve eur vouez o lavaret d’ezhan : « — Toull c’hoaz. » Abarz ar fin evelato ar vouez a lavaraz : « — Aoualc’h ec’h euz toullet ; sav brema da di evel ma kiri. » Simeon ne oa neuze nemet trizek vloaz, ha goulskoude e koumprenaz dioc’htu petra zinifie ar c’homzou-ze. Koumpren a reaz e tlie en em lakaat izela ha distera ma c’hellje dirak ann dud araok erruout enn huela renk etouez ar zent.

Prest goude, ec’h en em dennaz enn eur gouent, a ioa ennhi pevar-ugent manac’h, hag a ioa gouarnet gant eunn den Doue, he hano Heliodor. Ne oue ket pell er gouent-se na oue remerket dreist ar re all dre he spered a binijenn. O velet peger kriz ha pegen didruez oa outhan he-unan, ar superior en devoue aoun na deujo ar venac’h all da goll ho nerz hag ho iec’hed o klask kemeret skouer diouthan, hag a lavaraz d’ezhan mont kuit. Simeon a zentaz var ann heur heb lavaret eur ger : dek vloaz oa bet er gouent-se.

Enn eur zont ac’hano, e tremenaz pemp devez enn eur puns seac’h a gavaz var he hent. Mes he superior a anavezaz a berz Doue n’en doa ket great mad o lavaret d’ezhan mont kuit, hag a ieaz d’he glask. He gaout a eure, ha raktal e reaz he denna euz ar puns var bouez eur gordenn. Simeon a zistroaz d’ar gouent ; mes, a benn bloaz goude, e oue roet kounje d’ezhan da vont da jom el leac’h ma karje.

Evit ober he ermitach, e choazaz da genta eunn ti abandounet a ioa e traon eur menez. Goudeze e pignaz var gern ar menez-ma, hag eno e lakeaz ober eur c’hae