var al labourerien, ha meur a hini euz ar re-ma a oue mouget gantho. Ann dra-ze a c’hoarvezaz ken aliez guech ma’c’h eseaz ar vansounerien labourat, hag abarz ar fin e oue renket lezel al labour a gostez evit ato. Sant Sirill en doa lavaret dija petra erruje ; mes ar Iuzevien hag ar baianed ne reant van evit he glevet. O velet ar mirakl-ma goulskoude, eleiz anezho a zigoraz ho daoulagad da sklerijenn ar feiz.
Enn amzer ann impalaer Valens, ar Zant a oue kaset kuit euz he eskopti evit ann eil guech ; mes distrei a eure enn amzer ann impalaer Grasian, ha neuze e poaniaz da rapari ann drouk o doa great ann heretiked epad ann unnek vloaz m’oa bet ar pastor dalc’het pell dioc’h he zenved enn despet d’ezhan. Doue a vennigaz he boan ; rak sant Bazil, o veza eat da Jerusalem prest goude, a verk d’eomp oa krenv ar feiz hag ann devosion etouez kristenien ar gear-ze.
Sirill a ieaz d’ar c’honsil jeneral a oue asamblet e Konstantinopl er bloaz 381, hag er bloaz 386 e varvaz leun a veritou e Jerusalem, oajet a zek vloaz ha tri-ugent.
Ann impalaer Julian a falvezaz d’ezhan lakaat ar bropheted ha Jezuz-Krist he unan da c’haouiaded ; mes koueza a reaz buhan he viz meud enn he zorn pa glevaz menek euz ar flammou tan a zilamme euz ann douar var he labourerien. Eur vech all, ann impalaer-ze a c’houlennaz ouzeur c’hristen : « — Oc’h ober petra ema brema mab ar c’halvez ? » Mab ar c’halvez oa ann hano a roe da Jezuz-Krist abalamour sant Joseph, he dad mager, a ioa kalvez dre vicher. Ar c’hristen a respountaz : « — Oc’h ober eunn arched ema ; » hag a benn eunn tachad goude, Julian a varve enn eur lavaret: « — Treac’h oud d’inn, Galilean ! » Galilean a ioa eunn hano all a roe d’hor Zalver, abalamour m’oa bet o chom e kear Nazareth er Galilee. Evelse, abred pe zivezad, Doue a c’hounit ato ar viktor var he holl enebourien. Bezit eta bepred stard enn ho feiz ; ar re a ra brezel d’ar relijion ha d’ann Iliz a dremeno gant ho ourgouill hag ho fallagriez ; mes komzou Doue ne dremenint ket.