Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/22

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

mean tro var dro. Erfin, e diabarz ar c’hloz-se, e reaz sevel eur piller, ha var beg ar piller-ma, a ioa plad divar c’horre, e tremenaz ann nemorant euz he vuez heb toenn ebed azioc’h he benn nemed bolz ann Env. Abalamour da ze e oue leshanvet Stilit ; rak ar ger-ma a zinifie Paotr ar Piller.

Ar feson estranch-se da veva a gasaz ar brud euz a Zimeon dre bevar c’horn ar bed. Dont a reat d’he velet, n’e ket hebken euz a gostez ar Zao-Heol, mes c’hoaz euz a vroiou ar C’huz-Heol, euz ann Itali, euz a Frans, euz ar Spagn, hag euz a Vro-Zaoz zoken, Ar Zant n’en doa ket a blas da c’hourvez var he biller ; rak varlaez da hema ez oa eur balustr round, ha ne oa nemed tri zroatad etre ann eil tu hag egile euz ar balustr-se. Simeon a renke eta chom ato enn he za, pe var bennou he zaoulin, pe daoubleget ; mes ann dra-ze ne vire ket outhan da bedi ha da veuli Doue noz-deiz, n’euz fors pe seurt amzer a rea. Ne zebre tamm ha ne gouske banne, kouls lavaret ; ar gommunion a veze digaset d’ezhan dre eur skeul eur vech er zizun, hag ouz eunn aoter a ioa eharz he biller e veze lavaret ann offerenn evithan.

Ar Zant a veze bepred laouen ouz kement hini a deue d’he gaout, ha setu perak ann holl, braz ha bihan, paour ha pinvidik, tud a iliz ha tud ar bed, prinsed ha prinsezed, o devoa c’hoant da ober anaoudegez ganthan ha da glevet he brezegennou. Prezeg a rea diou vech bemdez divar he biller, ha ne c’houfe den niveri ar baianed a c’hounezaz evelse da feiz Jezuz-Krist, ann heretiked a lakeaz da zistrei d’ar relijion gatholik hag ar bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue. Poblou a bez a guitea avechou ho dizursiou pe ho fals kredennou oc’h he velet pe oc’h he glevet hebken. Setu aze penaoz e tennaz Doue he c’hloar euz ar vuez estranch a rene Simeon ; ar vuez-ma a zo evidomp eta eunn testeni sklear hag anat euz a furnez hag euz a c’halloud ann Aotrou Doue.

Goulskoude, superiored ar Zant a falvezaz d’ezho gouzout pe a berz Doue, pe euz he benn he-unan, e veve er feson-ze. Kas a rejont tud da lavaret d’ezhan diskenn divar he biller. Kerkent ha ma klevaz ann urs-ma,