Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/222

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

riez ar Feiz. N’euz nemed ar relijion gristen hag a zeskfe d’ann dud en em garet ha kaout truez ann eil ouz egile. Pegen euruz eta ne dleit ket en em istimout abalamour m’oc’h ganet er relijion-ma, ha pegement a leac’h n’oc’h euz-hu ket da drugarekaat Doue ahez evit eur c’hras ker kaer !




ar pemped var ’nn ugent a viz meurs


GOUEL MARIA-VEURS, PE, ANN EAL GABRIEL O TONT DA LAVARET D’AR VERC’HEZ E VEZO MAMM DA JEZUZ
————


C’houec’h miz goude m’oa bet o tiskleria da Zakarias e vije tad da zant Iann-Vadezour, ann eal Gabriel a oue kaset gant ann Aotrou Doue da Nazareth, kear vihan euz ar Galilee, da di eur verc’hez a ioa Mari he hano, hag a ziskenne euz a lignez ar roue David. Ar verc’hez-ma a ioa paour euz a vadou ann douar, mes pinvidik-braz oa dirak Doue abalamour d’he zantelez. Dimezet oa da eunn den devot, he hano Joseph, a ioa kalvez dre vicher hag a ziskenne eveldhi euz a lignez David.

Eunn devez eta m’edo ar Verc’hez Vari he-unan o pedi enn he c’hambr, ann eal Gabriel en em ziskouezaz dirazhi enn eur lavaret: « — Me ho salud, o c’houi a zo leun a c’hras, ann Aotrou Doue a zo ganehoc’h, ben-