Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/229

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

aoualc’h evithe goll. Ann drouk-spered hen lakeaz da goueza enn eur pec’hed vil, ha goudeze en devoue kement a vez ma ne gredaz ket kovez ar pec’hed-se. Neuze ec’h en em roaz d’ann dizesper hag e kuiteaz he ermitach evit distrei er bed. Eno siouaz ! ec’h en em daolaz holl d’al libertinach, hag e chomaz aheurtet enn he zizursiou.

Sant Iann, o c’houzout e tostea he heur diveza, ne falvezaz d’ezhan mui guelet den ebed. Mervel a eure e peoc’h, a greiz pedi Doue, er bloaz 395.


SONJIT ERVAD

Ann ermit a zo hano anezhan e buez ar zant-ma en em gollaz abalamour ma savaz foug ha lorc’h ennhan o velet pegel lark oa eat dija var hent ar zantelez. Diouallit eta dreist peb tra da denna gloar euz ar vad a c’hell beza ennhoc’h. Ann ermit-se, o veza kouezet enn eur pec’hed vil, en devoue kement a vez goudeze ma ne gredaz ket kovez he bec’hed. Diouallit ive na veac’h trec’het gant eur vez ken diskiant. Mar oc’h euz bet ar zempladurez da goueza enn eur pec’hed marvel bennag, red e d’ehoc’h diskleria ar pec’hed-se d’ho konfesour, pe red eo e ve diskleriet eunn deiz dirak ar bed holl ; guelit pehini euz ann diou vez-se a zo guella d’ehoc’h da c’houzanv. Daoust ha n’e ket guelloc’h d’ehoc’h ha kant mil guech guelloc’h, kaout eunn tammik mez o kovez ho pec’hed er bed-ma eget klevet diskuill anezhan dirak ann dud holl da zeiz braz ar varn jeneral ? Ouspenn-ze, ma kovesait ho pec’hed, e teui adarre ar peoc’h enn ho spered hag ar joa enn ho koustians, ha ma n’her c’hovesait ket, er c’hountrol, e chomo ato enn hoc’h ene evel eunn drean hag a raio poan d’ehoc’h noz-deiz.




ann eizved var ’nn ugent a viz meurs


SANT GONTRAN, ROUE
————


Gontran a ioa mab da Gloter, roue Frans. Tri breur en devoa, hada varo ho zad, he vreudeur hag hen a rannaz ar rouantelez entrezho. Gontran enn devoue ar Bourgogn evit he lod, hag a ieaz da jom da gear Chalon. He vuez ne oue ket ato direbech aoualc’h, hag ober a reaz zoken faotou braz; mes goalc’hi a eure ar faotou-ze dre ann daelou euz eur guir binijenn.

Doue a zigasaz d’ezhan eur maread kroaziou, ha kroa-