Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/238

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

eure eta sanka korzennou all er plasou goridika euz he gorf, hag ho jacha kuit enn eur frap krenn evit ho zanka dioc’htu adarre er memes plasou. Piou ne skrijfe ket o sonjal enn eunn hevelep iudazerez ? Mad, kaer a ioa he vourrevi, Benjamin a jome ato laouen hag a gendalc’he da veuli ha da drugarekaat Doue abalamour m’en doa he gavet din da c’houzanv ar maro evit ar feiz. Ar pez a roe kement-se a nerz d’he ene oa ann esperans en devoa da vont heb dale d’ar baradoz.

Erfin ar roue, o velet ne c’helle ket beza treac’h d’ezhan, a reaz planta eur peul enn he vouzellou dioc’h ann traon. Evelse ec’h echuaz ar zant-ma he vuez hag he verzerenti gloriuz, e tro ar bloaz 424 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Ann eskop a zo hano anezhan e buez ar zant-ma a oue kaoz ma tirollaz eur bersekusion vraz a enep ar gristenien er Pers, o pilat d’ann traon eunn templ el leac’h ma veze adoret ann tan gant tud ar vro. Setu aze penaoz e reer avechou kalz drouk o klask ober guelloc’h eged ar re all. N’e ket dre heg hag o pilat ho zemplou d’ann traon eo e c’hounezer ar baianed d’ar feiz, mes o tiskouez d’ezho dre rezouniou sklear ar virionez euz ar relijion gristen. N’e ket dre heg ken nebeut hag a daoliou baz eo e tigaser adarre var ann hent mad ar re a ioa faziet divarnhan, mes enn eur rei d’ezho da goumpren dre gaer pegen diskiant int bet o kuitaat ann hent-se. Ann nep a zo meetr var ar re all a dle en em zervichout euz ann holl c’halloud en deuz evit miret outho da offansi Doue ; mes ann nep n’e ket mestr n’en deuz ken da ober nemed rei skouer vad d’he nesa, pedi evithan, hag he gelenn gant dousder ha gant karantez mar en deuz esper da veza selaouet.




ar c’henta devez a viz ebrel


SANT HUG, ESKOP
————


Sant Hug a ioa ganet e Frans, e kichen kear Valans enn Dophine. He dad hag he vamm a ioa tud a lignez huel, mes brudetoc’h oant c’hoaz dre ho vertuz eget dre ho noblans. He dad a ioa bet pell oc’h heul ann armeou ; mes bet oa ato eunn den a relijion, ha d’ann oad