Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/249

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

hag eur c’houriz reun enn dro d’he gorf, e resevaz ar gommunion hag e c’houlennaz pardoun digant ann holl. Goudeze e lavaraz rei d’ar paour kement tra a jomche var he lerc’h, hag o veza bet douget adarre d’he balez, e varvaz leun a veritou d’ar pevar a viz ebrel euz ar bloaz 626.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma, o veza bet kaset abred d’ar skol, a droaz enn he benn dont d’ar gear abalamour, var he veno, n’oa ket goest da zeski. Setu aze petra c’hoarvez c’hoaz hirio gant kalz a vugale. Skuiza a reont ho-unan er skol, pe ho zud a skuiz gantho, abalamour ne zeskont ket, ha var ann digarez-se e vezont dalc’het er gear pe gaset buhan da eur skol all. Ann tadou hag ar mammou a dlefe koumpren goulskoude e renk ar vugale kaout amzer d’en em voaza dioc’h ar skol, evel ma renker kaout amzer d’en em voaza dioc’h n’euz fors pe seurt labour. Ouspenn-ze, etouez ar vugale, spered ann eil ne vez ket ken digor ha ne vez ket digor ken abred ha spered egile. Arabad eo eta ho zenna dioc’htu euz ar skol pe ho c’has dioc’htu da eur skol all var digarez ne zeskont ket. Red eo guelet, da genta, petra zo kaoz euz ann dra-ze. Mar d-eo ar vugale ho-unan a zo kaoz, dever ann tadou hag ar mammou eo en em glevet gant ar mestr pe ar vestrez skol evit lakaat urs e kement-se. Ma n’e ket ar vugale a zo kaoz, e renker rei amzer d’ezho d’en em voaza, ha d’ho spered da zigeri. Sant Izidor, o veza distroet d’ar skol, a deuaz da veza eunn doktor braz. Ho pugale-c’houi, tadou ha mammou, mar kirit kemeret pasianted gantho, a deuio ive, ne lavarann ket da veza ud habil, mes da vihana da zeski ar pez o deuz ezomm da c’houzout evit en em denna er bed-ma ha gounit ar baradoz er bed-all.




ar pemped devez a viz ebrel


SANT VISANT FERRIER
————


Visant a ioa ginidik euz a gear Valans e Spagn, hag en devoue a-vihanik eunn devosion dener evit ar Verc’hez Vari hag evit pasion ha maro Jezuz-Krist; eur garantez vraz en doa ive evit ar beorien. Epad m’edo oc’h ober he studi, oa dija kustumm da iun bep merc’her ha bep guener. Epad ann amzer-ze ive, e kemere plijadur o tastum ar skolaerien all enndro d’ezhan, hag o tistaga dirazho ar zarmouniou en deveze klevet.

Enn eur studia zoken, Visant ne ehane ket da bedi.