Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/259

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

foenneier, va c’hoajou, va guiniennou, va ziez, va jardinou, va lennou, va milinou, va aour, va arc’hant, va dillad, ha kement tra all am euz.

« Me fell d’inn e ve guerzet ann traou-ze holl dioc’htu goude va maro, hag e ve great teir lodenn euz ann arc’hant. Diou lodenn a vezo ingalet etre ar goazed paour gant ar belek Agrarius hag ar c’hount Ajilon, hag ar seur Dadoleen a vezo karget da ingala al lodenn all etre ar merc’hed. »

Ar Zant a lavare goudeze d’ann hini a vije lakeat da eskop enn he blas : « Ha c’houi, va breur ker, karit va beleien, va zud a iliz ha va guerc’hezed ; bez’ez int ive ho peleien, ho tud a iliz hag ho kuerc’hezed-c’houi. Roit nerz d’ezho dre ho skouer vad, ha bezit leun a vadelez evitho. Grit ma c’houezint ez int ho pugale ha nann ho servicherien, ez oc’h ho zad ha nann ho mestr. »

Achui a rea erfin he destamant enn eur alia ann holl da veva e peoc’h ann eil gant egile ha da viret ato doujans Doue enn ho c’haloun, hag enn eur rei ive eunn dra bennag d’he c’hoar Julia, d’he vignouned ha d’he veleien. D’he c’hoar Julia e roe eur groaz aour vihan relegou ennhi, ha da unan euz he vignouned, eur voest arc’hant relegou ennhi ive, D’ar veleien e roe kroaziou ha kaliriou aour hag arc’hant, enn eur lavaret d’ezho diouall da ankounac’haat anezhan enn ho fedennou.

Sant Perpet a varvaz leun a veritou er bloaz 491, goude beza gouarnet eskopti Tour epad tregont vloaz.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma, goude beza roet he levriou d’he iliz kathedral ha staget outhi tammouigou leve, a zinaz ann nemorant euz he zanvez d’ar beorien. Mar d-eo eaz d’ehoc’h, ne c’houfac’h ober netra guelloc’h ken neubeut, abarz kuitaat ar bed-ma, eget testamanti eunn dra bennag d’ar paour, pe d’ann iliz, pe da lakaat pedi Doue evidhoc’h. Ar Zent, goude eur vuez a binijenn, o devoa aoun rak ar purkator ; penaoz c’houi n’o pefe ket, goude eur vuez karget a bec’hejou ? Hogen, mar bezit koundaonet da vont di ne c’hellot mui en em zikour hoc’h-unan, hag eunn taol ral eo e veac’h sikouret gant ar re all kement ha m’o pefe c’hoant. Grit eta brema ar pez ne vezo ket neuze enn ho kalloud, ha Doue, o velet ar volontez o pezo bet da baea ho tle d’he justis dre ann