Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/262

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ann tad hag ar vamm o deuz ar joa enn heur ar maro da veza kelennet mad ho bugale, da veza desket d’ezho karet ha servicha Doue egiz ma’z eo dleet, ha da veza bet evitho eur skouer a bep seurt vertuziou ! Ha ne lezfent gant ho bugale ken heritach nemed hennez, ho bugale a vezo ato pinvidik aoualc’h ; rak Doue a skuillo he vennoz hag he c’hrasou varnho gant largentez, ha petra eo holl vadou ar bed-ma e skoaz bennoz ha grasou ann Aotrou Doue ?




ann dekved devez a viz ebrel


SANT MAKER, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ginidig euz ann Armenii, ha fillor da eskop Antioch. Ober a reaz he studi gant he baeroun, hag hema, o velet he skiant hag he vertuz, a roaz d’ezhan ann Ursiou sakr. Goude ma oue beleget, e tiskouezaz kement a aked da labourat evit silvidigez ann eneou, ha kement a furnez enn he holl oberiou, ma lavaraz eunn deiz ann eskop koz d’ar bobl : « — Gouzout a rit ounn dija oajet; mad, var a gredann-me, ar belek Maker a zo galvet gant Doue da veza eskop var va lerc’h. Mar kirit eta lavaret d’inn e choazot anezhan, me gavo easoc’h mervel. » Ar bobl a respountaz raktal: « — Ia, ia, ni joazo Maker ; » hag evit guir, goude maro he baeroun, Maker a oue hanvet da eskop enn he blas.

Gouarn a eure he eskopti gant eunn dousder hag eur vadelez hag a c’houneze d’ezhan kalounou ann holl. Henvel oa ouz ar pastor mad a zo bepred var evez gant aoun na ve taget he zenved gant ar bleiz. Prezeg a rea bemdez, he-unan ez ea da velet ann dud klanv, hag he di oa ti ar beorien. Kement a druez en doa ouz ar re-ma ma tenne ann tamm euz he c’hinou evit hen rei d’ezho. Mes poan en doa gant eunn dra: re a henor a veze great d’ezhan, var he veno. N’oa ket evit gouzanv, dreist holl, e vije kemeret evit eur zant. Setu perak e roaz ann dilez eus he garg, hag o veza kuiteat Antioch dre guz,