Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/27

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ho puez evit ann impalaer mar oc’h euz kerment-se a aoun o vervel evit Roue ann Env hag ann douâr? »

Ar c’homzou-ze a ieaz ken doun e kaloun ar zouderded ma teujont dioc’htu da gaout keuz d’ho fec’hed, ha var daou-ugent a ioa anezho, meur a hini a c’houzanvaz goudeze ar verzerenti hag ar re all a vevaz ato evel guir gristenien.

Pa oue digouezet Lusian e Nikomedii, ann impalaer, a reaz d’ezhan ar promesaou ar re gaera, mar karje adori ann doueou faoz. Mes ar Zant ne reaz van evit klevet Maksimin, hag hema, kounnar ennhan, a roaz urs d’he gas d’ar prizoun en dro ha da ober d’ezhan goasa ma vije gellet.

Lusian a oue, da genta, lakeat da c’hourvez var he gein enn eur plas leun a spern, a dachou lemm hag a dammou podou pe voutaillou torret. Goudeze e oue plantet he zivesker enn eunn tamm koat hag a ioa toullou ennhan, ha pa ouent eat eno betek pennou an daoulin, e oue chachet varnho da vont varlaez evit ho zerri ; neuze e oue plantet adarre he dreid enn eeunn tamm koat all a ioa azioc’h ann hini kenta. He zivreac’h hag he zaouarn a oue staget ive ouz eur plankenn a ioa lakeat d’ezhan a dreuz var he benn, ha lezet e oue er stad-se epad pevarzek devez dioc’htu, heb digas tamm d’ezhan da zibri nemed kig hag a ioa bet kinniget d’ann idolou ; mes ar Zant a vije bet guell ganthan mervel mil guech kentoc’h eget tanva ar c’hig-se. Goulskoude he ziskibien o doa heuliet anezhan betek Nikomedii, hag a ioa rannet ho c’haloun o sonjal ne c’helljent ket selebri gouel ar Rouanez asambles gant ho mestr ; rak kredi a reant e vije maro abarz neuze. Mes Lusian a lavaraz d’ezho: — « Eo, selebri a rinn c’hoaz ganehoc’h gouel ar Rouanez ; antronoz avad e kuitainn ac’hanoc’h evit mont d’ar baradoz. »

Da zeiz ar gouel, he ziskibien a oue nec’het adarre o klask gouzout penaoz e vije lavaret ann offerenn. Ne oa taol ebed da zervichout da aoter ; ouspenn-ze, ho mestr ne c’helle ket sevel enn he zav, hag ar baianed a veze ato o’h ober goard enn dro d’ar prizoun, Mes ar Zant a