Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/278

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

e c’houlennjont ma vije kaset korf ar Zant da Vened. Kaset e oue, ha kerkent ha mac’h erruaz e kear, e oue fin d’ar zec’hor. Ac’hano eo deuet ar c’hiz da bedi sant Patern pa vez ezomm glao.

Goudeze e oue savet eunn iliz nevez enn henor d’ar Zant, hag unan euz ar vourc’hizien o doa great ann heg outhan epad m’oa eskop a roaz a galoun vad plas da zevel anezhi var he zouar. Relegou Patern a jomaz pell enn iliz-ze ; mes divezatoc’h e ouent kaset da Frans gant aoun na gouezchent etre daouarn ann Normanded divadez. Enn amzer ar Revolusion vraz e ouent kemeret gant ann dud difeiz, ha taolet tamm ama, tamm ahont; goulskoude darn anezho a oue saveteet, hag iliz ar Zant e Guened e deuz hirio c’hoaz eul lodennik euz a benn he fatroun.


SONJIT ERVAD

Tud aviuz a gemeraz kaz ouz rant Patern enn despet d’he zantelez ha d’he viraklou. Arabad e d’ehoc’h beza souezet gant ann dra-ze. Ne c’heller morse plijout d’ann holl, kaer zo, ha pa vezer o klask ober evit ar guella, e vezer tamallet ato gant unan bennag. Hor Zalver en deuz lavaret d’he ziskibien : « — Mar d-euz bet great goall vuez d’in-me, d’ehoc’h e vezo great ive; » hag ann abostol sant Paol en deuz lavaret goudeze : « — Ann nep a fell d’ezhan en em rei d’ann devosion enn eur gerzet var roudou Jezuz-Krist en devezo da c’houzanv a berz ann dud. » Mar oc’h euz enebourien hag a ra d’ehoc’h goasa a c’hellont, evel a reat da zant Patern, poaniit evel ar zant-ma da c’hounit anezho dre ho tousder hag ho pasiantet, ha ma ne deuit ket a benn d’hen ober, ho poan ne vezo ket kollet evit kement-se ; mes servichout a rai d’ehoc’h da greski ho mirit dirak Doue ha da greski ive dre eno ho rekoumpans er baradoz.




ar seitekved devez a viz ebrel


SANT ANISET, PAB HA MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz ar Sirii, hag a oue choazet evit gouarn ann Iliz goude merzerenti sant Pi, kenta euz ann hano. Enn he amzer ann dud fidel a oue great goall vuez d’ezho adarre gant ar baianed, mes muioc’h