Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/283

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ann naontekved devez a viz ebrel


SANT LEON, NAVED EUZ ANN HANO, PAB
————


Sant Leon IX a ioa ginidik euz ann Alsas, hag a oue hanvet Bruno var fount ar vadiziant. A-vihanik oa douget d’ann devosion ha d’ar vertuz, ha d’ann oad a bemp bloaz e oue lakeat er skol gant eskop Toul. Enn he iaouankiz e oue flemmet gant eunn aer-viber, hag e oue dare d’ezhan mervel; mes parea a eure dre virakl.

Pa oue, echu he studi ganthan, ez eaz da lez ann impalaer Konrad, a ioa kenderv gompez d’he dad. Eno e kendalc’haz da veva e doujans hag e karantez ann Aoitrou Doue. Ker fur oa, hag he zoare a ioa ker mad ha ker chentil, ma’z oa karet gant ann holl. Ann impalaer hag ann impalaeres ho-unan o devoa eunn istim vraz evithan, ha ne reant netra heb goulenn kuzul diganthan. Reseo a eure ann Ursiou sakr, hag a benn eunn tachad goude e oue hanvet da eskop e Toul, el leac’h m’en doa great he studi.

Ebarz er garg-se, Bruno a c’hounezaz adarre kalounou ann holl dre he humilite, he zousder hag he zantetez. Ne dremene devez ebed heb rei da zibri da eur maread peorien, hag he-unan e serviche anezho ouz taol. Bep vech ma lavare he offis, e tirede ann daelou euz he zaoulagad evel ann dour euz a ziou feunteun. O veza bet digaset e Frans da gaout ar roue Robert, e kaozeaz ker brao outhan ma lakeaz eur peoc’h paduz, n’e ket hebken etre ann impalaer Konrad hag hen, mes c’hoaz etre ho bugale.

Bruno en doa kement a zevosion evit sant Per ha kement a respet evit ar pab ma’z ea bep bloaz da Rom. Eur blavez, epad m’edo eno, ar vosenn en em lakeaz etouez ar re a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan, hag ar re-ma a ioa ouspenn pemp kant anezho etre tud a iliz ha tud all. Ar Zant a oue rannet he galoun o velet peger buhan e vezet skubet gant ar c’hlenved-se; mes ne zaleaz ket da gaout louzou outhan. Souba a eure ar rele-