Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/297

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ar pemped var ’nn ugent a viz ebrel


SANT MARK, AVIELER
————


Ar zant-ma a ioa ganet er Judee euz a lignez Levi, hag a oue gounezet d’ar feiz goude m’oa pignet hor Zalver Jezuz-Krist enn env. Kredabl eo sant Per he-unan a reaz eur c’hristen anezhan; rak sant Per hen hanv « he Vab », hag her c’hasaz ganthan da Rom evit beza he zekretour. E Rom eo e skrivaz sant Mark he Aviel, evit ober plijadur d’ann dud fidel. Ar re-ma o doa c’hoant da gaout dre skrid ar pez o devoa klevet gant sant Per, ha sant Mark a verkaz ann traou-ze d’ezho enn eul levr. Al levr-ma a oue lennet goudeze enn iliz dre urs ann abostol.

Etre daou, sant Per a guiteaz Rom evit mont da ober eur bale d’ann Azii, ha sant Mark, dioc’h he gostez, a skoaz etrezek ann Afrik. Prezeg a eure eno gant kalz a frouez epad daouzek vloaz. E kement leac’h ma tremene, ar baianed a vruzune ho-unan ho idolou, a bile ho guez sakr hag a zave aoteriou enn henor d’ar guir Doue. Erruout a reaz evelse enn Aleksandrii, ar gear-benn euz ann Ejipt hag ann eil gear euz ar bed.

Pa erruaz er gear-ze, sant Mark a ioa toull he votez, hag a roaz anezhi da zresa da eur c’here hanvet Anian. Hema en em c’hlazaz gant he vinaoued hag a laoskaz eur griadenn. « Aiou, va Doue ! » emezhan. Sant Mark a gemeraz tro ac’hano da zeski d’ezhan n’ez euz e guirionez nemed eunn Doue, evel en doa anzavet he-unan en he griadenn; rak n’en doa ket lavaret: « Aiou, va doueou! » mes : « Aiou, va Doue! » Goudeze e pareaz he zorn enn eur lakaat eunn tamm pri varnhan.