Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/299

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

sion solanel enn eur gana litaniou ann Holl Zent. Ar prosesion-ze, evel hini ar Rogasionou, a vez great evit diarbenn justis Doue, pellaat diouzomp he voaligner ha tenna he vennoz var madou ann douar.


SONJIT ERVAD

Prosesion sant Mark, evel hini ar Rogasionou, a vez great e peb leac’h evit diarbenn justis Doue, pellaat diouzomp he voaligner ha tenna he vennoz var madou ann douar. Netra guell eta eget kemeret perz er prosesionou-ze. Ann nep ho heulio gant devosion ne gollo ket sur he amzer; rak obten a rai digant Doue a bep seurt grasou evit he ene, hag obten a c’hello ouspenn, mar ped a vir galoun, iec’hed evit he gorf, chans gant he loaned hag eost mad enn he zouarou. Pennou-tiegez divar ar meaz, it eta d’ar prosesionou-ze muia ma c’hellot, ha ma n’e ket eaz d’ehoc’h mont hoc’h-unan, kasit ato da vihana unan bennag euz ho ti.




ar c’houec’hved var ’nn ugent a viz ebrel


SANT KLET HA SAKT MARSELLIN, PABED HA MERZERIEN
————


Sant Klet a ioa ginidik euz a Rom, hag a oue ann eil pab goude sant Per. Sevel a reaz pemp parrez var’nn ugent e Rom, hag e peb hini anezho e lakeaz eur belek evit kelenn ann dud fidel ha maga ho eneou dre ar zakramanchou. Bez’e oue ar pab kenta a skrivaz ar c’homzou-ma e penn he liziri: « Salud ha bennoz abostolik. » Goude beza gouarnet ann Iliz epad daouzek vloaz, seiz miz ha daou zevez, e resevaz ar gurunenn a verzerenti enn amzer ann impalaer Domisian, d’ar 26 a viz ebrel euz ar bloaz 85.

Sant Marsellin a ioa ive euz a Rom, hag a oue choazet evit pab goude maro sant Kaius. Hogen, ann dra-ma a ioa enn amzer ann impalaer Dioklesian, enebour touet d’ar gristenien. Marsellin o veza bet paket a oue kaset da dempl ann doueou faoz, hag eno e kemeraz kement a aoun hag a spount o klevet ar gourdrouzou a reat d’ezhan, ma kinnigaz ezans d’ann idoiou. Mar d-eo kouezet eur pab ker santel enn eur faot ker braz, piou ne dle ket krena ha difiziout euz he nerz he-unan?