loun, hag enn oratorik-ma e kendalc’he da bedi Doue evel a rea kent enn he c’hambr. Mar karfac’h ober eveldhi, e ve eaz d’ehoc’h ive kaout ato sonj euz a Zoue e kreiz trouz ar bed hag ann tregas oc’h euz gant ho labour pe gant ho tiegez, hag ar zonj-se a rafe d’ehoc’h en em ziouall diouz mil bec’hed ha dastum bemdez eunn tenzor a veritou evit ann env.
touez ann Ebestel ez oa daou zant Jakez. Ann hini zo
he c’houel hirio a rear anezhan Jakez Ar Minor,
abalamour ma oue galvet gant Hor Zalver varlerc’h
egile, d’ann eil bloaz ma prezegaz he Aviel; marteze e
oa ive ar iaouanka. Hema a ioa breur da zant Jud ha kenderv
gompez da Jezuz-Krist.
En em daolet oa d’ar binijenn azalek he vugaleach. Ne zebre morse a gig, ha ne eve na guin, na netra a gement a c’hell mezvi. Bale a rea ato diarc’henn ha ne zouge nemed dillad lien. Ne drouc’he morse he vleo ken nebeut, ha keit e chome da bedi var bennou he zaoulin ma’z oa deuet ar re-ma da veza ker kalet ha kroc’henn eur c’hanval. Ar Iuzevien o doa he leshanvet ar Just abalamour d’ar zantelez euz he vuez.
Hor Zalver, o veza savet euz a varo da veo, en em ziskouezaz er Galilee da ouspenn pemp kant euz he ziskibien ; mes en em ziskouez a reaz ive da zant Jakez enn he bart he-unan. Var a gounter, ann abostol-ma en doa great veu da jom heb dibri bara ken n’en devije guelet he Vestr adarre leun a vuez. Jezuz a ginnigaz d’ezhan eunn tamm bara enn eur lavaret: « — Debrit hema, va breur, savet eo Mab ann den euz a varo da veo. »
Goude merzerenti sant Stephan, sant Jakez a oue lakeat da eskop e Jerusalem, ha gouarn a eure he eskopti epad nao bloaz var’nn ugent gant kement a furnez hag a zantelez ma’z oa karet ha respetet gant ann holl. Ar Iuzevien ho-unan en em ganne avechou o klask poket