Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/316

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


Enn dro-ma e teuaz da Rom da gaout ar pab Jul, hag ac’hano ez eaz da Vilan da velet ann impalaer Konstant: ann impalaer Konstantin a ioa maro eunn tachad a ioa. Ar pab hen digemeraz gant ar respet dleet da eunn eskop hag en doa dija gouzanvet evit ar feiz, hag ann impalaer Konstant hen digemeraz evel eur zant. Ann impalaer-ma a skrivaz evithan d’he vreur Konstans, a ioa ann Ejipt enn he lodenn rouantelez, hag Athanaz a c’hellaz distrei adarre da Aleksandrii.

Mes ann impalaer Konstans o veza troet neat gant ann Arianed, ar Zant a oue great brezel d’ezhan goasoc’h eget biskoaz. Neuze e kuiteaz he eskopti evit ann drede guech evit mont da veva dindan guz etouez ermited ann Ejipt hag ann Thebaid, ha chom a eure kuzet evelse epad c’houec’h vloaz dioc’htu. Lod a lavar e tremenaz ann amzer-ze enn eur puns seac’h, el leac’h ma teue eur mignoun da zigas d’ezhan pe a dra da zibri.

Athanaz a zistroaz da Aleksandrii goude maro ann impalaer Konstans. Mes enn amzer ann impalaer Julian e oue harluet evit ar bederved vech, ha prest zoken e vije bet lamet he vuez diganthan. Ann impalaer-ze o veza bet lazet er vrezel, ar Zant a c’hellaz distrei d’he eskopti. Mes pa bignaz ann impalaer Valens var ann tron, e renkaz kuitaat Aleksandrii evit ar bemped vech. Ann dro-ma ne d-eaz ket a bell : chom a eure kuzet e bez he dad, a ioa e kichen kear. Goulskoude ar bobl ne ehane da c’houlenn he eskop, hag ann impalaer Valens, o c’houzout ann dra-ze, a grogaz aoun ennhan : a benn pevar miz e roaz kounje da Athanaz da gemeret adarre gouarnamant he eskopti.

E kreiz ann holl drubuillou-ze, ar Zant a gavaz c’hoaz amzer da skriva eur maread levriou kaer evit kelennadurez ann dud fidel hag evit difenn ar feiz katholik. A hent all, eme zant Gregor a Nazians, he vuez a ioa eur mellezour a bep seurt vertuziou hag eur skouer evit ann holl eskibien. Mervel a reaz e peoc’h er bloaz 373, c’houec’h vloaz ha daou-ugent goude m’oa bet hanvet da eskop.