Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/319

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

hirrder, ha goulskoude e tle beza bet daouzek. Lod euz ar geriou a ioa merket varnhan a zo debret ive gant ann amzer.

Asambles gant ar guir groaz hag ar plankennik-se, santez Helena e devoa kavet c’hoaz ann tachou a ioa bet sanket e treid hag e daouarn hor Zalver. Unan euz ann tachou-ma a zo brema e Rom, eunn all e Milan, hag e Paris ez euz daou damm euz a eunn all.

Evit ar guir groaz, ann diou lodenn vrasa anezhi a zo hirio e Rom hag e Paris. Hini Rom e deuz ouspenn eunn troatad hirrder, hag hini Paris a zo hirroc’h c’hoaz. Tammouigou bihan avad a zo stank-stank e kement korn a zo er bed katholik, hag ann tammouigou-ze a virit hon holl respet abalamour ma’z int, peb hini anezho, eul lodennik euz ar c’hoat sakr ma oue staget outhan korf Jezuz-Krist. Guir groaz hor Zalver a oue kavet gant santez Helena er bloaz 326.


SONJIT ERVAD

Sant Ephrem a lavare enn eur gomz euz ar Groaz : « Lakeomp merk ar Groaz var hon doriou, var hon tal, var hor ginou, var boull hor c’haloun, var hon holl izili. Ar Groaz eo arm ar c’hristen, ha ganthi n’e ket diez d’ezhan beza treac’h d’he holl enebourien. Rak ar Groaz e deuz gounezet ar viktor var ar maro, ar Groaz eo esperans ann dud fidel, sklerijenn ar bed hag alc’houez ar baradoz !… Dalc’hit mad eta d’ann arm-ze, o kristenien ! Ne guitait morse anezhi, nag enn deiz nag enn noz, nag e nep leac’h nag e nep heur. Ne rit morse netra heb lakaat varnhoc’h merk ar Groaz. Pa vezit kousket ha pa vezit dihun, pa vezit o vale pe o labourat, o tibri pe oc’h eva, pa vezit var vor pe o treuzi eur ster bennag, kemerit ato arm ar Groaz santel; rak, keit ha ma vezo ann arm-ma ganehoc’h, ann drouk-sperejou a jomo a bell ha ne gredint ket tostaat ouzhoc’h. »




ar pevare devez a viz mae


SANTEZ MONIKA, INTANVEZ
————


Ar zantez-ma a ioa ginidik euz ann Afrik, hag a oue savet gant eur vaouez fur a ioa mestrez-plac’h e ti he zad. Ar vaouez-se a roaz d’ezhi enn he bugaleach