eur gelennadurez vad ha kristen. Difenn a eure outhi eva netra etre he frejou, n’euz fors pegement a zec’hed e devije. « — Brema zur, emezhi, ne evot nemed dour; mes divezatoc’h, pa viot hoc’h-unan e penn ann tiegez, e c’hellfac’h eva traou all. »
E guirionez, Monika e devoa ezomm euz ann ali-ze ; rak troet oa eunn tammik var ann eva. Aliez e veze kaset d’ar c’hav, ha neuze ec’h eve banneou dre guz. Da genta, ne rea nemed tanva, mes deuet oa hag ec’h eve banneou braz. Doue a roaz d’ezhi ar c’hras da drec’hi ann tech fall-ze, ha setu ama penaoz. Unan euz ar plac’hed a anaie troiou ar verc’h, hag eunn devez m’oa eat drouk ennhi e lavaraz mezvierez pe lonkerez da Vonika. Houma e devoue kement a vez o klevet ann dra-ze ma chenchaz a-grenn enn eunn taol kount, ha ma torraz neat ar goall voazamant e devoa kemeret.
Pa oue enn oad da fortunia, ar Zantez a zimezaz da eur bourc’hiz euz a Dagast, he hano Patris. Ar bourc’hiz-ma a ioa c’hoaz paian, hag eur goall den oa ive avechou. Pa zisplije eunn dra bennag d’ezhan, ez ea enn egar hag e pec’he spountuz. Monika ne glaske ket herpel outhan, mes lezel a rea ar barr da dremen hep lavaret ger, hag evelse e c’hounezaz a nebeut a nebeut kaloun he fried dre he dousder hag he fasianted. Patris en em c’hreaz kristen bloaz araok he varo, hag epad ar bloaz-se e oue bepred aketuz d’he oll zeveriou a relijion.
Pa deue gragez all d’en em glemm outhi euz ar vuez fall a veze etre ho goazed hag hi, ar Zantez a respounte d’ezho : « — Diouallit ne veac’h hoc’h-unan kaoz d’ann dra-ze dre ho flipadou hag ho rebechou. Mar karfac’h beilla muioc’h var ho teod, n’o pefe ket marteze kement a boan gant ho priejou. » Meur a hini a heuliaz he ali hag en em gavaz kalz eurusoc’h goudeze.
Monika a iea bep mintin d’ann offerenn ha dioc’h ann noz ez ea adarre d’ann iliz da lavaret he fedennou. Hed ann deiz e laboure enn he zi; mes e kreiz he labour ne golle morse ar guel a Zoue hag ar zonj euz ar baradoz. Poania a rea ive hervez he galloud da bourvei da hoir ezommou ar beorien hag ann dud klanv.