Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/321

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


Patris o veza maro er bloaz 371, ar Zantez a jomaz intanvez gant tri grouadur, daou baotr hag eur verc’h. Ar c’hosa anezho oa an hini a dlie beza divezatoc’h sant Aogustin. Mes d’ar mare-ze ne oa siouaz! nemed eunn den iaouank difeiz ha direol. N’e ket na oa bet kelennet mad gant he vamm ; mes, e leac’h selaou kenteliou he vamm, Aogustin a ioa bet guell ganthan selaou mouez ar bed hag ann drouk-spered. En em daolet oa d’al libertinach, ha daou vloaz goude maro he dad en doa zoken dianzavet ar feiz katholik evit heul fals kredennou ar Manikeaned.

Monika ne ehane da vouela var dizursiou he mab, ha da bedi Doue da rei d’ezhan ar c’hras da zistrei. Doue en devoue truez erfin ouz daelou eur vamm ker santel ha ker glac’haret. Aogustin, o veza eat da Vilan da ober skol var ar rhetorik, a gavaz tro eno da velet ha da glevet sant Ambroaz, eskop ar gear-ze. Hogen, komzou sant Ambroaz a reaz d’ezhan, da genta, dilezel fals kredenn ar Manikeaned, ha goudeze e rejont d’ezhan ive kuitaat a-grenn he vuez fall. Chench a eure enn eunn taol kount evel eunn all enn he blas, hag euz a bec’her hag a heretik aheurtet ma’z oa diagent e teuaz da veza eur zant hag eunn doktor braz euz ann Iliz.

Monika ne c’houie penaoz trugarekaat Doue evit eur jenchamant ker kaer ; rak eat oa he-unan da Vilan var-lerc’h he mab, evit teuler evez anezhan ato guella ma c’hellje. He c’haloun a ioa beuzet enn eur mor a joa, ha lavaret a rea enn eur zridal : « — Brema n’em euz mui netra da c’hoantaat var ann douar p’e guir va mab a zo, n’e ket hebken distroet d’ar feiz katholik, mes c’hoaz en em roet holl da zervich Doue. »

Prest goude e kouezaz klanv e kear Ostii, hag eno e varvaz leun a veritou er bloaz 387, oajet hebken a bemp bloaz hag hanter-kant. Ne c’houlennaz nemed eunn dra digant he bugale araok mervel : « M’ho devije sonj anezhi enn ho fedennou. »


SONJIT ERVAD

Santez Monika, o veza c’hoaz iaouankik, a eve banneou dre guz pa veze kaset d’ar c’hav da gerc’hat guin. Ann dra-ma a ziskouez