Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/327

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

eva? » Ar c’homzou-ma a ziskouez, d’eomp sklear ne c’heller kaout perz e rouantelez Jezuz-Krist enn env nemed var bouez beza kemeret perz enn he boaniou var ann douar, ha setu ar pez ne goumprene ket mamm sant Jakez ha sant Iann. Ar vamm-ze ne goumprene ket ken nebeut ne vezo ket roet ar plasou er baradoz egiz ma vezont roet e rouanteleziou ar bed-ma. Rouaned ar bed-ma a joaz ar re a geront evit beza da dosta d’ezho; mes er baradoz justis Doue hebken a verk-he blas da bep hini dioc’h m’en deuz meritet. Evit lavaret mad eta, ann den he-unan eo a ra he blas er baradoz.




ar seizved devez a viz mae


SANT STANISLAS, ESKOP HA MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz ar Pologn. He dud her goestlaz da Zoue dre anaoudegez vad kerkent ha ma oue ganet; rak tregont vloaz a ioa m’oant dimezet ha n’o devoa c’hoaz krouadur ebed. Ar paotrik ne zaleaz ket da rei merkou anat euz he zantelez da zont. Enn he vugaleach e karie dija ar bedenn, hag ar binijenn, ha ne c’hoarie nemed evit diskuiza eunn tammik he spered : dibri a rea nebeut d’he brejou hag aliez e kouske var ann douar noaz.

Pa oue echu he studi ganthan, e resevaz ann Ursiou sakr, hag e oue hanvet da jaloni gant eskop Krakovii. Ann eskop-ma her c’hargaz ive da brezeg, hag he brezegennou a zougaz kement a frouez ma oue guelet abarz nemeur eur jenchamant kaer etouez ar bobl. Ann holl a ioa leun a istim evithan, hag ar re o deveze eunn douetans bennag var ho c’houstians a zirede a bep tu da c’houlenn kuzul ha sklerijenn diganthan.

Goude maro eskop Krakovii, Stanislas a oue choazet evit delc’her he blas. Ne felle ket d’ezhan, a briz ebed, kemeret ar garg-se; mes senti a renkaz erfin ouz ar pab, hag er bloaz 1072 e oue sakret eskop. Neuze e labouraz d’en em zantifia he-unan gant muioc’h a aked eget biskoaz evit gellout saintifia ar re all easoc’h aze ; rak n’en doa ken ioul nemed da zavetei ann holl eneou a ioa fiziet ennhan.