Doue, ha d’ann trede deiz, dioc’h ar mintin, ez eaz da vez Per hag e lavaraz d’ezhan sevel ac’hano ha mont ganthan da gaout ar varnerien. Ann hini maro a zentaz raktal hag ar varnerien a reaz eur c’hoarz all pa her gueljont oc’h en em ziskouez dirazho asambles gant ann eskop. Per a roaz da anaout oa bet paet gant Stanislas guennek evit guennek. Skandalat a eure he heritourien abalamour m’o doa tamallet ann eskop e faoz; lavaret a reaz d’ezho ober pinijenn evit ar pec’hed-se, ha goudeze e tistroaz d’he vez.
Goude eur mirakl ker braz, Boleslas a oue furoc’h eur pennad ; mes abarz nemeur e renaz adarre eur vuez ken direol ma’z oa eur vez klevet hano anezhan. Ar Zant hen eskummunugaz erfin, hag a zifennaz outhan lakaat he dreid enn iliz. Neuze ar roue, gant he gounnar, a gasaz soudarded da laza ann eskop epad m’edo oc’h offerenna. Mes ar zoudarded-se a oue spountet ganteur sklerijenn a deue euz ann env, hag a gouezaz d’ann douar a stok ho c’horf. Ann dra-ma a c’hoarvezaz betek teir guech dioc’htu. Mes Boleslas ne reaz van evit kement-se, hag o veza eat he-unan varlerc’h ar zoudarded e faoutaz he benn d’ar Zant gant eunn taol kleze. Merzerenti sant Stanislas a erruaz er bloaz 1079.
Ann testou o doa guelet ar zant-ma o paea ann tamm leve en doa prenet evit he iliz ne gredchont ket anzao ar virionez dirak ar varnerien gant aoun rak ar roue. Nag a dud a zo c’hoaz hirio marteze ha ne leveront ket ar virionez pa vezont galvet da dest dirak ar Justis ! Goulskoude ann dra-ze a zo eur pec’hed braz, eur pec’hed euz ar re c’hrevusa, dreist holl pa reer evelse kalz drouk d’ann nesa. Mar tigouez ganehoc’h eta beza galvet da dest dirak ar Justis, lakit evez da lavaret ato ar virionez, netra nemed ar virionez, mes ar virionez penn-da-benn. A hent all ec’h offansit ann Aotrou Doue, hag e respountot dirazhan euz ar gaou a c’hellfac’h da ober ouz ho nesa dre ho testeni faoz.