Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/332

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ann iliz savet varnhi a zo ive eur plas a zevosion euz ar re vrudeta.


SONJIT ERVAD

Sant Mikeal eo difennour ann Iliz hag ann dud fidel a enep Satan hag ar mevellien en deuz Satan var ann douar. Pedit-hen eta gant fizians evit ann Ilizz hag evidhoc’h hoc’h-unan. Pa deui eur sourrad avel fall bennag da c’houeza var hoc’h ene, p’o pezo beac’h o telc’her penn d’ann drouk-spered, goulennit sikour digant ann arc’heal gallouduz-se. Livirit d’ezhan neuze euz a greiz ho kaloun : « — Aotrou sant Mikeal, o c’houi a zo bet treac’h da Lusifer, pa falvezaz d’ann eal ourgouilluz-ma en em zevel enn env a enep Doue, bezit treac’h d’ezhan c’hoaz o rei sikour d’inn-me, o viret ouz va ene paour da goueza etre he skilfou. »




ar naved devez a viz mae


SANT GREGOR A NAZIANS, ESKOP HA DOKTOR AUZ ANN ILIZ
————


Ar zant-ma a ioa ganet e kear Nazians er C’happados, hag a oue leshanvet ann Theolojian abalamour d’he vouiziegez var ar skianchou sakr. He dad a ioa paian, mes he vamm a ioa eur gristenez vad hag a boaniaz da zevel anezhan e doujans Doue. O veza bet kaset da Atheenn da ober he studi, e teuaz da veza kamalad braz da zant Bazil, a ioa eno ive d’ann ampoent. Ann daou vignoun-ma a veze ato var evez evit tec’het dioc’h ar goall goumpagnuneziou. N’o devoa etrezho ho daou nemed eur galoun ; mes ar galoun-ze a ioa holl da Zoue, ha ne anaient e kear Atheenn nemed diou ru, ru ann iliz ha ru ar skolach.

Pa oue echu he studi ganthan, Gregor a zistroaz da Nazians, hag en em roaz holl d’ann oberiou a zevosion hag a binijenn. Ne zebre nemed bara hag eunn nebeut c’hoalenn, ha ne eve nemed dour. He viskamant a ioa dister, ha n’en doa ken guele nemed ann douar noaz. Heb dale ez eaz da veva enn eur plas distro asambles gant sant Bazil. Eno ann daou vignoun a dremene ho amzer o pedi, o iun, o labourat, o lenn ar Skritur Sakr