Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/341

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

nijaz ene ar Zantez euz a greiz ann tan d’ar baradoz evit reseo ann diou gurunenn e devoa meritet dre he guerc’hded hag he merzerenti.


SONJIT ERVAD

Sant Neree ha sant Achillee a zeskaz d’ho mestrez iaouank Domitilla ober fae var ar bed ha var he blijadureziou. Pebez kemm azo etre ann daou zervicher santel-ze ha mevellien hon amzer-ni ! Ar re-ma siouaz ! e leac’h kelenn bugale ho mistri var ar mad, ho c’helenn aliez var ann drouk ; e leac’h lakaat ploumm enn ho fenn, ne lakeont nemed avel; e leac’h ho hencha da vont d’ar baradoz, ec’h henchont anezho da vont d’ann ifern. Ah ! mevellien baour, taolit evez : Doue hen talvezo d’ehoc’h, hag eunn devez a zeui e paeot ker d’ezhan ar c’henteliou hag ar skoueriou fall o pezo roet d’ar vugale ha d’ann dud iaouank-se. Mar karfac’h, er c’hountrol, ober evel ann daou zant-ma, mar karfac’h dougen ar vugale hag ann dud iaouank-se d’ar vertuz ha d’ann devosion, dre ho komzou hag hoc’h oberiou, neuze e tastumfac’h dirak Doue eunn tenzor a veritou, hag ho rekoumpans a ve braz ebarz enn env.




ann trizekved devez a viz mae


SANT BRIEK, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Bro-Zaoz a dud a lignez huel, hag a oue skoliet er gear evel ma veze skoliet neuze ar vugale hag ann dud iaouank euz he renk. He dad hag he vamm a ioa c’hoaz paianed, pe, mar d-oant badezet, e talc’hent c’hoaz da vihana da lod euz a c’hiziou fall ar baianed. Mes hen a oue a-vihanik devot evel eunn eal.

Sant Jermen a Aoserr o veza eat da ober eur bale d’ar vro-ze, Briek a glevaz hano anezhan hag a c’hoanteaz he velet. Dont a reaz eta d’he gaout, hag e c’houlennaz beza resevet etouez he ziskibien. Sant Jermen, o veza remerket doare vad ann den iaouank, hen resevaz gant joa, hag hen digasaz ganthan pa zistroaz e Frans. Briek a ioa eunn ugent vloaz bennag d’ann ampoent.

Dre genteliou eur mestr ker santel e teuaz buhan da veza habil var ar skianchou sakr, hag eur skouer a bep