Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/348

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

da hema. » Mari a c’houie ne oa mui netra. Evelato e klaskaz evit senti ouz he fried, ha Doue a reaz eur mirakl evit rekoumpansi he bolontez vad hag hini ar Zant. Kaout a eure enn eur plad, a zonje d’ezhi a ioa goullou, pe a dra da garga he gof d’ar paour keaz.

Eunn droiad all, Izidor a ioa bet pedet da leina gant tud eur vreuriez bennag abalamour m’edo he-unan er vreuriez-se. Mes ne erruaz nemed da fin lein, ha c’hoaz ne erruaz ket he-unan : eur vandenn beorien a ioa asambles ganthan. Tud ar vreuriez ne ouent ket evit miret da lavaret : « — E pe leac’h oc’h chomet evelse ’ta, Izidor, ha perak treina d’hoc’h heul kement all a beorien? Ni on euz espernet ho lod-c’houi, mes lod ar beorien- ze avad n’on euz ket espernet. » Ar Zant a respountaz d’ezho kerkent: « — Ar pez a renker eo; va lod-me a vezo aoualc’h evidon va-unan hag evit peorien Jezuz-Krist. » E guirionez, paz ejot da glask lod Izidor, e oue kavet pe a dra da rei da leina d’ezhan he-unan ha da gement paour a ioa deuet asambles gan-than.

Ar zant-ma a varvaz d’ar 15 a viz mae euz ar bloaz 1170, goude beza resevet he zakramanchou diveza gant devosion eunn eal. He gorf a oue enterret e guered Sant-Andre; mes a benn daou-ugent vloaz goude, e oue savet ac’hano ha kaset d’ann iliz. Hogen, epad m’edot o tigeri he vez, ar c’hleier en em lakeaz da zini anezho ho-unan, ha keriz holl, kouls lavaret, a ziredaz raklal d’ar vered. Kavet e oue ar c’horf enn he bez ha ker fresk ha pa vije bet c’hoaz leun a vuez. Ouspenn-ze, teuler a rea tro var dro dre ann ear eur c’houez vad dudiuz.

Etouez ar miraklou en deuz great Doue evit diskouez santelez he zervicher, setu ama unan euz ar re vrudeta. Philipp Trede, roue Spagn, o veza kouezet klanv enn eur zont euz a Lisboonn, ar vedisinet a ziskleriaz ne oa ket a bareans evithan. Ar Spagnoled a oue glac’haret-holl pa glevchont ar c^helou-ze, ha setu hi hag ober ho zonj da c’houlenn sikour digant sant Izidor. Pennou braz ar rouantelez a ordrenaz ma vije douget he gorf e prosesion d’al leac’h m’oa chomet klanv ar roue. Ann urs-ma a